Bertele Iañ a Gergustentin

Patriarch eukumenek Kergustentin
Patriarch Bartholome I (2018)

Bertele I (gresianeg : Πατριάρχης Βαρθολομαῖος Αʹ, Patriarchis Bartholomaios A' ; turkeg : Patrik I. Bartholomeos ; bet ganet d'an 29 a viz C'hwevrer 1940) eo 270vet arc'heskob Kergustentin ha Patriarch eukumenek Kergustentin abaoe an 2 a viz Du 1991.
Hervez e ditladur eo primus inter pares ("kentañ e-touez e birien") en Iliz Ortodoks ha heñcher speredel un 300 milion a reizhkredourien bennak.

Ganet e oa dindan an anv Dimitrios Arhondonis (Δημήτριος Αρχοντώνης, Dimítrios Arc'hontónis) e kêriadenn Agios Theodoros war enezenn Imbros (a voe adanvet Gökçeada gant Turkia). Metropolit Filadelfia ha C'halkedon e oa a-raok mont da batriarch.

E ren abaoe 1991 zo merket gant e labour evit lakaat an Ilizoù Ortodoks da genlabourat kenkoulz ha klask lakaat an Ilizoù kristen hag ar relijionoù dre vras da gaozeal kenetrezo. Gweladennet en deus alies ar pab, ar pezh ne veze ket graet alies, kement ha pennoù relijiel all, en Islam da skouer. Klask a ra broudañ ar frankiz relijiel ha gwirioù mab-den hag ivez lakaat an dud da soñjal en ekologiezh (alese eo bet lesanvet "ar Patriarch Glas").