Patrick Molard a zo soner breizhat. Seniñ a ra ar binioù-bras, ar pib-ilin hag ar binioù kozh. Kelenner eo ivez er skol sonerezh e Karaez. Anavezet eo ivez evit bezañ un ispisialour war ar Piobaireachd, un doare sonerezh binioù eus Bro-Skos. Ganet eo e Sant-Maloù e 1951.

Patrig Molard e Kemper e 2015.

Buhezskrid

kemmañ

Patrick Molard a zo gwelet, gant Erwan Ropars, evel unan eus gwelañ ispisialour war ar binioù-bras a Vro-Skos. Abred ez eo bammet gant ar sonerezh a vBro-Skos ha gant ar binioù-bras dreist-holl. Da 14 bloaz, e grogas da zeskiñ ar binioù-bras e Bagad Sant-Malo. Un nebeud bloavezhioù goude, ez eas da seniñ gant Pipe-Band An Ere, e Roazhon. Kendec'hel a reas da zeskiñ gant Jakez Pincet, hag a voe e gelenner Piobaireachd kentañ. D'ar c'houlz-se e gounezas un nebeud konkourioù unsoner. Da 20 bloaz e heulias ur stummadur pizh gant arbennigourien, sonerien ar rouanez, e kastell Balmoral, e Bro-Skos. Al lodenn-se eus e vuhez a arouzas mat anezhañ, dre ma enoras diwezatoc'h e gelennerien eus ar c'houlz : Bob Brown ha Bob Nicol (Robert U. Brown ha Robert B. Nicol) en e bladenn To the bobs.

Goude dizoloadenn ar sonerezh skosat, n'eo nemet goude e zistro e Breizh ma en em bledas mat er sonerezh breizhat, gant Alan Stivell da skouer. Seniñ a reas ivez gant ar strolladoù Satanazet, Ogham, Gwendal, Gwerz, Pennoù Skoulm, Den, Triptyque pe memes gant Dan ar Braz.

E 1980, 1981 ha 1982 e gounezas ar c'honkour MacAllan, e gouel etrekeltiek an Oriant/Emvod ar Gelted. Sakret e voe teir wezh kampion Breizh e soner a-zaou, gant Youenn Le Bihan pe Yves Berthou. Diwezhatoc'h e embregas enklaskoù war ar sonerezh hengounel skosat ha breizhat, diskouez a ra ivez e zisoc'hoù dre brezegennoù-sonadegoù, seminarioù, un tamm e-pep-lec'h e Europa : e Breizh, e Galisia hag e Asturia. E 1993, enrolañ a reas gant e vreur Jacky hag ar soner gitar Jacques Pellen, ar bladenn Triptype, ur meskaj etre ar jazz hag ar sonerezh keltiek.

Pladennoù

kemmañ
  • 1973 : Satanazet
  • 1975 : Alan Stivell : Live in Dublin
  • 1976 : Ogham
  • 1978 da 1980 : gant Dan Ar Braz Douar nevez, Allez dire à la ville ha The Earth’s Lament
  • 1981 : gant Melaine Favennec Au Secret Déluge
  • 1984 : Ar Baz valan gant Dan ar Braz ha Jacky Molard
  • 1985/1986 : " Gwerz ", " Au-delà " gant ar strollad Gwerz
  • 1988 : Ar sac'h ler ( gant Pierre Crepillon ha Laurent Bigot )
  • 1989 : Den
  • 1991 : Dan Ar Braz : Frontières de sel ha Gilles Servat : L’Albatros fou
  • 1993 : Pìobaireachd (sonerezh klasel ar binioù-bras a Vro-Skos) ha Jacques Pellen : Celtic Procession
  • 1994 : Triptyque (gant Jacky Molard ha Jacques Pellen) ha gant Dan Ar Braz : L’Héritage des Celtes hag Alain Genty
  • 1995 : Er bolom Koh (e koublad gant Youenn Le Bihan)
  • 1998 : Biniou braz
  • 2000 : Deliou
  • 2002 : War roudou Leon Braz (e koublad gant Yves Berthou)
  • 2004 : To the Bobs (da zaou gant Alain Genty)
  • 2008 : The waking of the bridegroom - Dùsgadh fir na bainnse

Liammoù diavaez

kemmañ