Paul Bloas a zo un arzour eus Breizh a zo bet ganet e Brest d’ar 27 a viz Meurzh 1961. Bet eo en arzoù-kaer e Brest, e-lec'h m'emañ o vevañ hag o labourat abaoe 1990. Brudet eo a-drugarez d'e dresadennoù bras a c'heller gwelout e Berlin, Budapest, Londrez, Bilbo, Madagaskar hag e Brest graet gant un dro e gwenn. Livet en deus e Rekourañs war toull-bac'h Pontaniou e 1991.

Oberenn gant Paul Bloas