Paul ar souae pe Paul ar morgazh (Krake Paul) (Weymouth, 2008 - Oberhausen, 26 a viz Here 2010) a oa ur souae tapet brud gantañ er bed a-bezh gant e ziouganoù war zisoc’hoù skipailh broadel mell-droad Alamagn. En akwariom Sea Life en Oberhausen, en Alamagn, edo o vevañ. A-raok krogadoù etrebroadel skipailh Bro-Alamagn e veze kinniget da Baul daou endalc'her treuzwelus peurheñvel serr (met barrek e oa d'o digeriñ), boued heñvel e-barzh (ur vesklenn); war unan eus an endalc'herioù e oa banniel Alamagn ha war egile banniel bro ar skipailh a vo o kevezañ outañ. Soñjal a raed ez a Paul da gerc'hat e voued er voest ar skipailh a c'hounezfe. E-kerzh UEFA Euro 2008 en devoa "diouganet reizh" 70% eus disoc'hoù skipailh Alamagn ha 100% betek-henn evit Kib mell-droad ar bed 2010 dalc'het e Suafrika.

Paul ar souaenn o tiouganiñ.

Marvet eo e-kerzh an noz etre al Lun 25 hag ar Meurzh 26 a viz Here 2010 diwar ur marv naturel (ne vev ket ar souaeed en tu-hont da 3 bloaz).

E anv kemmañ

Dont a ra e anv eus ar varzhoneg Der Tintenfisch Paul Oktopus savet gant ar skrivagner alaman evit ar vugale Boy Lornsen.

Diouganoù Paul kemmañ

Taolenn dezastum evit krogadoù skipailh Alamagn kemmañ

Kevezour Tournamant Prantad Diougan Paul Disoc'h
  Polonia Euro 2008 Prantad a-strolladoù   Alamagn 2-0 Mat
  Kroatia Euro 2008 Prantad a-strolladoù   Alamagn 1-2 Fall
  Aostria Euro 2008 Prantad a-strolladoù   Alamagn 1-0 Mat
  Portugal Euro 2008 Kard gourfenn   Alamagn 3-2 Mat
  Turkia Euro 2008 Hanter gourfenn   Alamagn 3-2 Mat
  Spagn Euro 2008 Gourfenn   Alamagn 0-1 Fall
  Aostralia Kib mell-droad ar bed 2010 Prantad a-strolladoù   Alamagn 4-0 Mat
  Serbia Kib mell-droad ar bed 2010 Prantad a-strolladoù   Serbia 0-1 Mat
  Ghana Kib ar bed 2010 Prantad a-strolladoù   Alamagn 1-0 Mat
  Bro-Saoz Kib ar bed 2010 Eizhvet gourfenn   Alamagn 4-1 Mat
  Arc'hantina Kib ar bed 2010 Kard gourfenn   Alamagn 4-0 Mat
  Spagn Kib ar bed 2010 Hanter gourfenn   Spagn 0-1 Mat
  Uruguay Kib ar bed 2010 Trede plas   Alamagn 3-2 Mat

Evit krogadoù all kemmañ

Skipailhoù Tournamant Prantad Diougan Paul Disoc'h
  Izelvroioù a-enep   Spagn Kib mell-droad ar bed 2010 Gourfenn   Spagn 0-1 Mat

Liammoù diavaez kemmañ