Paul von Hindenburg

Traffic cone.png
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 

Paul Ludwig Hans Anton von Beneckendorff und von Hindenburg, brudet evel Paul von Hindenburg, ganet d'an 2 a viz Here 1847 ha marvet d'an 2 a viz Eost 1934, a oa ur Generalfeldmarschall ha den Stad alaman. E penn nerzhioù milourel Alamagn e oa bet e-pad eil hanterenn ar C'hentañ Brezel-bed. Goude-se e oa bet dilennet da brezidant Republik Weimar e 1925.

Ar Generalfeldmarschall ha prezidant Paul von Hindenburg er bloavezhioù 1930.

En desped dezhañ e roaz harp d'an nazied da sevel er galloud. E miz Genver 1933 e voe gwasket kreñv warnañ evit ma roje ar garg a ganseller Alamagn da Adolf Hitler e-penn ur "Gouarnamant a greizenniñ boadelour", petra bennak ma ne oaan nazied nemet ar bihanañ niver en e gabined.

Hindenburg a oa aet war e leve eus al lu alaman e 1911, adgalvet e oa bet nebeut amzer goude ma oa kroget ar C'hentañ Bezel-Bed e 1914. Deuet e oa war-wel evit ar wech kentañ d'ar vro a-bezh, d'an oad a 66 vloaz, pa oa bet trec'h e-pad Emgann Tannenberg e miz Eost 1914.

Hitler da gañsellerAozañ

Hindenburg a zo marvet d'an 2 a viz Eost 1934. Raktal, Hitler a en em laka da brezidant ar vro, dre-se e oa deuet dibosubl da skarzhañ anezhañ evel kañseller. A-enep d'e c'houlenn e voe beziet Hidenburg gant e wreg Gertrud e-pad ul lid meur en Tannenberg-Denkmal. Ur referendom a voe graet evit gouzout daoust hag e oa mat kas ar galloud eus ar brezidantelezh etrezek ar Fūhrer ha kañseller eus ar Reich Adolf Hitler. 90% eus ar voterien a savas a-du gant ar mennozh.

MarvAozañ

 
Lid beziadur Hindenburg en Tannenberg-Denkmal

Klañv bras e oa bet Hindenbourg gant ur c'hrign-bev ar cʼhwezhigell. Hindenburg a zo marvet d'an 2 a viz Eost 1934.