Pedenn an deiz (levr)

Pedenn an deiz a zo ul levr-pediñ gant salmoù ha pedennoù pemdeziek an Iliz, evit pediñ Liderezh an Eurioù, lakeet e brezhoneg gant Job an Irien ha Saik Falc'hun, hag embannet e 1988 gant Minihi Levenez. E skolveurieg eo skrivet ar brezhoneg evel holl embannadurioù Minihi Levenez.

Bez’ eo ul levr a 622 pajenn, war baper bibl, moullet e ti Cloitre. Ennañ e kaver ar bedenn-vintin (laodez) hag ar bedenn-noz (gousperoù) evit holl zevezhioù ar bloaz.