Pelopeia (Πελόπεια e gresim) zo un anv roet da deir merc'h:

Merc'h Thyestes

kemmañ

Pelopeia a oa merc'h da d-Thyestes.
He zad a oa bet oc'h en em gannañ dorn-ha-dorn gant e vreur Atreüs da gemer rouantelezh Mykenai e-pad ur pennad. E-keit-se e oa bet gant Aerope, gwreg e vreur, ha daou vab a oa bet ganet. Pa ouias an dogan e pedas e vreur avoultr d'ur banvez.

Merc'h da b-Pelias

kemmañ

Pelopeia a oa merc'h da Belias ha d'an eil pe eben eus an div vaouez-mañ, Anaksibia pe Fylomac'he, merc'h da Amfion. Meneg anezhi zo en Argonautika, ma ro d'he breur Akastos ur vantell a-raok dezhañ mont gant an Argonaoted.

Gant he c'hoar e lazhas o zad, touellet ma oant bet gant Medeia a roas dezho da grediñ e oa an dra d'ober evit e yaouankaat.

Merc'h da Niobe

kemmañ

Pelopeia merc'h da Niobe, a voe lazhet evel he c'hoarezed gant an doueez Artemis[1],[2].

Mamm Kyknos

kemmañ

Pelopeia, serc'h da Ares, mamm da g-Kyknos[3].

Notennoù

kemmañ
  1. Apollodoros, Bibliotheke, 3. 5. 6
  2. Scholia en Euripides, Phoenician Women, 159
  3. Apollodoros, Bibliotheke, 2. 7. 7