Pempvet Kenunaniezh

Ar Pempvet Kenunaniezh zo un emglev-brezel e 1809 etre Impalaeriezh Aostria hag ar Rouantelezh-Unanet en un tu, hag an Impalaeriezh c'hall kentañ, harpet gant Rouantelezh Bavaria, en tu all. E-kreiz Europa e c'hoarvezas an emgannoù, entre Gall hag Aostria, broioù pennañ an div gostezenn, adal Ebrel betek Gouhere 1809, ha kalz a soudarded a voe lazhet.

Napoleon en emgann Wagram.

Ar brezel

kemmañ

Un arme nevez a oa bet savet en Aostria abaoe faezhadenn an Trede Kenunaniezh ha Feur-emglev Pressburg. D'an 10 a viz Ebrel 1809 e stagas Aostria da aloubiñ ar broioù a roe harp d'an impalaer: Rouantelezh Italia (1805-1814), Dugelezh-veur Varsovia, ha Rouantelezh Bavaria : emgannoù a voe e Sacile, Raszyn hag en Eckmühl.

 
An arme aostrian en Emgann Aspern-Essling.

Bihan e voe trec'hadennoù Aostria evel en en Emgann Aspern-Essling, ha gwan e oa hep skoazell Rusia na Prusia, ma voe flastret hec'h arme en emgann Wagram (1809).

Rankout a reas Aostria sinañ Feur-emglev Schönbrunn, ha koll douaroù a yeas gant Bro-C'hall.

E-keit-se edo ar Rouantelezh-Unanet o vrezeliñ ouzh Napoleon e Portugal hag e Spagn, met kas a reas tro-vrezel Walcheren en Izelvroioù, da skañvaat bec'h Aostria, a-hervez. Re ziwezhat e voe avat evit mirout ouzh faezhadenn Wagram, hag un drouziwezh bras e voe da arme Breizh-Veur.

Liammoù diabarzh

kemmañ