Pen Dal Aderyn zo ur beg-douar e Sir Benfro war aod mervent Kembre, nepell diouzh Tyddewi. E Park Broadel Arvor Penfro emañ ha kalz a dud a vez o vale war ar gwenodennoù a-hed an aod. Dirak ar beg-douar emañ Ynys Dewi. Penmaen Dewi a reer eus ar c'hab m'emañ Pen Dal Aderyn. Meur a veg-douar bihan zo hag en o zouez emañ Pen Dal Aderyn, al lec'h kornaouekañ a zo e douar-bras Kembre.

Pen Dal Aderyn
lec'h poblet
StadRouantelezh-Unanet Kemmañ
Kontelezh istorelPembrokeshire Kemmañ
Daveennoù douaroniel51°51′41″N 5°19′17″W Kemmañ
Map