Pêr Peron

(Adkaset eus Per Peron)

Pêr Peron (Pierre René Émile Péron e marilh kêr), ganet e Brest d'ar 5 a viz Here 1905 ha marvet er gêr-se ivez d'ar 27 a viz Meurzh 1988, a oa un arzour breizhat, anezhañ ul livour, un tresour, ur skeudennour hag ur c'hizellour.

Pêr Peron o c'hoari pezh e 1924

Un ezel eus luskad ar Seizh Breur e oa. Meur a levr a zo bet skeudennet gantañ, en o zouez reoù vrezhonek bet skrivet gant Jakez Riou evel An ti Satanazet (1930-31) ha Troiou-kamm Alanig al Louarn (1936).

War meur a dachenn eo bet Pêr Peron o labourat : savet en deus skritelloù bruderezh, mignon bras eo bet da Reun Kreston, labouret en deus evit embregerezhioù evel Hermès ha Le Minor, tresadennoù en deus graet evit ar gazetenn Le Télégramme (bannoù-treset Dig a Dao, gant divizoù leun a vrezhonegadurioù).

D'ar Yaou 5 a viz Here 1905 e voe ganet an arzour e Brest, kêr c'henidik e vamm ; a Blouenan e oa e dad, a varvas pa oa Pêr yaouank-tre c'hoazh.

E 1920 e voe Pêr gant e studi er skolaj Notre-Dame-de-Bon-Secours, ma krogas da ober tresadennoù fentus.

E 1922-24 e voe studier e Skol an Arzoù-Kaer e Naoned. E 1924, hag eñ 19 vloaz hepken, e krogas da genlabourat gant ar gazetenn La Dépêche de Brest et de l'Ouest, ma tresas letrennoù, skeudennoù ha ludresadennoù ; pelloc'h, pa voe berzet La Dépêche ha staliet ar pemdezieg Le Télégramme de Brest et de l'Ouest en he lec'h e 1944, e tresas pajenn gentañ ar gazetenn-se bep 1 a viz Genver betek e dremenvan.

E 1927, goude e wazerezh milourel e Koblenz, e timezas d'an 10 a viz Du gant Louise Ganachas, a oa genidik eus Brest ; e Paris en em stalias ar c'houblad, hag eno e voulc'has Pêr Peron e remzad skeudennaouer, kinkler ha skritellaouer.

Kelenner war an tresañ e voe e skolioù Kêr Baris adalek 1933 ; d'an 10 a viz Du e voe tad ur verc'h. Daou vloaz goude, e 1935, e tigoras ur stal-labour e Montmartre (18 vet arondisamant e Paris).

D'an 2 a viz Gouere 1939 e c'hanas Louise ur mab. D'an 2 a viz Gwengolo e voe galvet gwazed Bro-C'hall d'an Eil Brezel-bed.

E 1940 e voe faezet ar Gevredidi e Belgia ; p'edo ar C'hallaoued o kilañ e voe tapet Pêr Peron gant an Alamaned d'an 2 a viz Even e Malo-aan-Zee, ur gumun gozh e Dukark, ha toullbac'het. Hag eñ bac'het c'hoazh e 1942 e voe anvet da livour aotreet ar Morlu gall. E 1944 e tistroas da Vreizh, ma em stalias gant e diegezh e Plougouloum ; e miz Gwengolo ec'h eas da ober un droiad kentañ e Brest, a oa bet drastet gant ar brezel.

Goude echuet an Eil Brezel-bed e tistroas an tiegezh Peron da Baris, ma voe Pêr kelenner e Montmartre en-dro.

E 1956 e voe lakaet Pêr Peron da Varc'heg al Lejion a enor. Er bloaz 1960 e voe anvet da livour ofisiel ar Morlu Gall.

War e leve a gelenner ec'h eas Pêr Peron e 1965 ; distreiñ da Vrest a eure neuze, m'en em ouestlas d'al livouriezh. Seizh vloaz diwezhatoc'h en em stalias e karter Rekourañs, en niverenn 1 straed an Iliz, war glann ar Penfell hag e-tal ar c'hastell. Eno e varvas an arzour d'ar Sul 27 a viz Meurzh 1988, en e 83vet bloaz.

  • Daou lec'h, ul leurgêr hag ul liorzhig, zo bet anvet en enor da Bêr Peron ouzh troad an Tour Tangi e Brest.

Levrlennadur

kemmañ
  • Pierre Péron – L'œuvre graphique. Lokronan : Skritellaoueg Breizh / Musée de l'Affiche en Bretagne, 1995 (ISBN 978-2-909798-04-2)
  • Françoise Péron hag Yves-Marie Péron, P. Péron de A à Z, Coop Breizh, 2002 (ISBN 978-2-84346-176-7)
  • Françoise Péron hag Yves-Marie Péron, Tous les Brest de Pierre Péron, Coop Breizh, 2014 (ISBN 978-2-84346-692-2)
  • Fañch Le Henaff, Katalog an diskouezadeg diwar-benn P. Peron, Mirdi an Arzoù-Kaer, Brest, 2015

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.