Petits arrangements avec les morts

Petits arrangements avec les morts zo ur film gall, sevenet gant ar filmaozourez c'hall Pascale Ferran e 1993.

Fichenn deknikel

kemmañ

Antoine Garceau ha Didier Carteron a oa bet dibabet da skoazellerien seveniñ er film-mañ.

An danvez

kemmañ

War un draezhenn e Breizh emañ ur gwaz en e bemp bloaz ha daou-ugent (Vincent) o sevel ur c'hastellig gant traezh. Tri den a zo o sellout outañ, pep hini anezhe en ul lec'h disheñvel eus an draezhenn. An hini kentañ, ur paotrig Jumbo e anv, a zo kuzhet dindan ur pedalo. Emañ an eil en e goazez war ur bank hag a valir a-us an draezhenn : breur yaouankañ paotr e gastell traezh eo. An deirvet, Zaza he lesanv, a zo en he gourvez war he serviedenn gouronkañ, pellikoc'h diouzh ar c'hastell : c'hoar an daou paotr an hini eo.

Emañ ar film o vont da heuliañ an teir zudenn-mañ, hini-ha-hini, a-hed an endervezh. Betek ma teu splann ez eus un abeg boutin ouzh o liammañ o-zri : skoet e oant bet, hag int-i bugale pe grennarded c'hoazh, gant marv unan nes. Daoust dezhe bezañ en em santet kablus, pep hini anezhe en devoa kavet an tu d'en em renkañ...

Roll ar gomedianed

kemmañ

Goproù

kemmañ

Tapet e oa bet ar c'hCaméra d'or[1] (Kamera aour) gant ar film da-geñver festival ar sinema e Cannes e 1994.

Notennoù

kemmañ
  1. Krouet e oa bet ar gopr-mañ gant Gilles Jacob e 1978 da lakaat war wel donezon o c'henel arzourien yaouank.