Phantasy Star II
Ur c'hoari video RPG eo Phantasy Star II. Deuet eo er-maez er Stadoù-Unanet e 1989. Ret eo implijout ur Sega Mega Drive evit c'hoari gantañ. E japaneg eo anvet Phantasy Star II (ファンタシースター II 還らざる時の終わりに Fantashī Sutā Tsū Kaerazaru Toki no Owari ni?) E saozneg e oa ar c'hoari video-mañ. Ur c'hoari video dezhañ e-unan e oa. E-pad ar bloavezhioù 90 e oa ur seurt brezel etre div gompagnunezh c'hoarioù video: Sega gant ar megadrive (pe genesis) ha Nintendo gant ar Super nintendo (pe Super nes pe super Famicom). E-pad pell o doa en em c'houlennet ar brizourien gant piv ez aje an trec'h er brezel-mañ. Tu zo lavaret eo Sega a zo aet ar maout gantañ a-drugarez, pergen, da Phantasy Star II ha da Thunder Force IV (ur c'hoari video STUP). Brudet eo Phantasy Star II evit bezañ ur c'hoari diaes.
Phantasy Star II | |
---|---|
Developer(s) | Sega AM7 |
Publisher(s) | Sega |
Designer(s) | Akinori Nishiyama |
Platform(s) | Sega Mega Drive/Genesis Sega Saturn ha Game Boy Advance e Phantasy Star Collection PlayStation 2 ha PSP e Sega Genesis Collection(SU hag Europa) PlayStation 2 en Phantasy Star Generation 2(E Bro-Japan Nemetken evit Phantasy Star I) |
Release date(s) | 21 a viz Meurzh 1989 (Japan) 31 a viz Kerzu 1989 (SUA) |
Genre(s) | RPG |
Mode(s) | Ur c'hoarier |
Media/distribution | kartouchenn elektronek 6-Mbit
Patrom:Italic title |
Evit stourm eo diazezet ar c'hoari war ur mod tro-ha-tro. Dav oa d'ar c'hoarierien dibab oberoù an tudennoù a-raok pep krogad emgann. Disheñvel e oa an holl dudennoù ha bep a arouezenn o doa. Lod a oa ampart-tre gant ur c'hleze, lod gant un arm-tan, lod all a oa barrek-kenañ evit pareañ ha lod all c'hoazh a oa barrek tre war ar strobinellerezh.
Istor
kemmañA-raok pep tra
kemmañIstor ar c'hoari-mañ a dremen barzh ur c’hoskoriad heol anvet Algol. E Galaksienn Andromeda emañ kuzhet ar c’hoskoriad heol-se. Bez ez eus teir flanedenn ennañ : Palma pe Palm (planedenn ar gouarnamant), Motavia pe Mota (a oa a-raok un dezerzh hogen treuzfurmet eo bet en ur baradoz ardaouel gant un hin tropikal) hag er fin eo Dezoris pe Dezo (ur blanedenn skornek ne ouier ket kalz a draoù diouti).
Heuliad un istor all (Phantasy Star 1) eo istor Phantasy Star II. Emaomp eta 1000 bloaz goude trec'h Alis hag he mignoned war Lassic (tudennoù an istor kentañ).
Deuet eo koskoriad Algol da vezañ pinvidikoc'h c'hoazh, a-drugarez d'un urzhiater galloudus-tre a ra war-dro pep tra er sistem : Mother-Brain. Mother Brain a reol holl ar C'hlimatrol, ar Bio-System Lab ha traoù all a bourchas kement tra a zo ezhomm anezho evit pobl Motavia.
Dirogadur
kemmañKregiñ a ra ar c'hoari gant un hunvre eus an haroz, Rolf. Ennañ e wel ur plac'hig (e gwirionez ez eo Alis, tudenn bennañ ar Phantasy Star Kentañ) o stourm a-enep d'un droukspered. N'emañ ket hon haroz evit fiñval ken met, a-daol-trumm, e tihun Rolf. Diouzh ar beure emaomp. Ret eo dezhañ mont da labourat. Evit gwir eo un agent a labour e Paseo, kêrbenn ar blanedenn anvet Motavia. Mont a ra d'an tour-kreiz da welet ar c'homandant a-benn klevout e urzhioù...
"N'ez a ket mat an traoù ken" eme ar c'homandant dezhañ. "Euzhviled e-leizh zo o c'hantreal war ar maez. Ret eo deoc'h mont d'al Labourva Biosystem evit goulenn ouzh e urzhiater petra a zo o c'hoarvezout."
Neuze e tistro Rolf d'ar gêr gant ar c'hoant da dapout ha da brientiñ buan-ha-buan e gefridi. Met, ur wech er gêr e teu war wel Nei, un numan (da lavaret eo ur mutant hanter den hag hanter gazhek). Degemeret e oa bet gant Rolf abaoe ur pennadig peogwir e oa bet dianket e straedoù Paseo ha ne ouie ket etrezek pelec'h mont. Dalc'hen a ra Nei warnañ evit dont gantañ a-benn sikour anezhañ war e gefridi. Diouzhtu e kompren Nolf, ne vo ket tu dezhañ cheñch soñj Nei. Ganti e vo graet ar veaj eta.
Mont a reont gant an hent ha goude un nebeud emgannioù ez eo ret dezho tremen war ur pont. Hogen stanket eo an hent gant un forban, Darum, en doa klasket lazhañ Nei seizh miz zo... Buan-tre e vo dizoloet gant Rolf, Nei ha Rudo, nevez en em gavet er skipailh, e ra Darum tout an torfedoù-se da zaspren e verc'h a zo bet skrapet gant torfedourien : 50 000 meseta! Miret eo Teim, merc'h Darum, e Tour Nido. Dieubiñ a reont anezhi ha distreiñ ganti da welet Darum, war ar pont stanket gantañ. Siwazh e oa bet lakaet ur ouel war he dremm gant aon na vefe anavezet gant un den gouest d'ober drouk dezhi evit kaout un dial a-enep Darul. Ur wech erruet e-tal Darum e klask Teim komz gant e dad, met hemañ n'anavez ket anezhi ha lazhañ Teim. Ur wech ma wel e oa bet lazhet e verc'h gantañ, e kav gwelloc'h en em zistruj.
Kendec'hel a ra hor skipailh (Rolf, Nei ha Rudo, ur chaseour nevez deuet er skipailh) betek ar Biosystem Labourva. Barzh ar milendall-mañ e vo kavet enrolladur urzhiater al labourva Biosystem.
Tudennoù
kemmañTudennoù a c'haller c'hoari gante
kemmañRolf Landale
kemmañ- Japaneg ユーシス (Yūshisu)
- Anv e japaneg Eusis Landale
- Gouenn Palman
- Oad 20
- Micher Agent
- Deiz-ha-bloaz September 17th
- Ment 1m77
- Arm(où) Klezeier/Kontelloù brezel
Nei
kemmañ- Japaneg ネイ (Nei)
- Anv e japaneg:
- Gouenn Numan
- Oad 7 miz
- Micher Dilabour
- Deiz-ha-bloaz 30 a viz Eost
- ment 1m64
- Arm(où) Skilfoù
Rudolf "Rudo" Steiner
kemmañ- Japaneg ルドガー・スタイナー (Rudogā)
- Anv e japaneg Rudger Steiner
- Gouenn Palman
- Oad 35
- Micher Chaseour
- Ganet da Kentañ a viz Gouere
- Ment 1m90
- Arm(où) fuzuilhoù brezel
Amy Sage
kemmañ- Japaneg: アンヌ・サガ (Annu)
- Anv japanek: Anne Saga
- Gouenn Palman
- Oad 23
- Micher Doktor
- Deiz-ha-bloaz 26 a viz Ebrel
- Ment 1m58 cm
- Arm(où) Kountelloù/Pennoù-bazh/Fuzuilhoù bihan
Hugh Thompson
kemmañ- Japaneg ヒューイ・リーン (Hyūi)
- Anv amerikan Huey Reane
- Gouenn Palman
- Oad 20
- Micher Bevoniour
- Deiz-ha-bloaz 14 a viz Even
- Ment 1m75
- Arm(où) Kontelloù Brezel/fuzuilhoù bihan
Anna Zirski
kemmañ- Japaneg アーミア・アミルスキー (Āmia)
- Anv e japaneg: Amia Amirski
- Gouen Palman
- Oad Dianavez
- Job Jugard/Chaseour dindan ar gouarnamant (US/JP)
- Deiz ha bloaz Dianavez
- Height 1m68
- Weapon(s) troc’herezioù/Skourjezoù
Josh Kain
kemmañ- Japaneg カインズ・ジ・アン (Kainzu)
- Anv japanek: Kainz Ji An
- Gouen Palman
- Oad 21
- Micher Dispenner tiez
- Deiz-ha-bloaz 9 a viz Kerzu
- Ment 1m80
- Arm(où) Kontelloù brezel/Fuzuilhoù bihan/un nebeud fuzuilhoù brezel
Shir Gold
kemmañ- Japaneg シルカ・レビニア (Shiruka)
- Anv japanek Shilka Levinia
- Gouen Palman
- Oad 21
- Micher laer
- Deiz-ha-bloaz kentañ a viz Ebrel
- Ment 1m61
- Arm(où) Kontelloù brezel
Enebourien bouezus
kemmañDarum
kemmañUn tad a zo bet skrapet Teim, e verc'h digantañ. Rediet eo bet dont da vezañ preizher ha da lazhañ tud a-benn dastum arc'hant evit an daspren (50 000 peseta). Siwazh dezhañ e vo lazhet e verc’h gantañ e-unan, abalamour ma krede e oa ur veajourez bennak. Goude an torfed-se en em zistrujo. An enebour kentañ eo. Ret eo diskouez Teim dezhañ evit galloud mont d'ar Labourva Biosystem.
Dark Force
kemmañUn nerzh drouk en deus c'hoant da zistruj pep tra ha d'ober poan da Vab-Den. Den ne oar eus pelec'h e teu pe piv en deus krouet an nerzh se.
Mother Brain
kemmañUn urzhiater galloudus a ra war-dro pep tra e koskoriad Algol. Savet eo bet er bloavezh AW845. Dizeeunet eo bet gant Dark Force.
Neifirst
kemmañdoubl Nei. Frouezh enklaskoù genetek a implije TDN Mab-Den ha TDN loened. Krouet eo bet gant skiantourien daou vloaz a-raok tro-gaer Phantasy Star II. Ken galloudus e oa m’o doa klasket ar skiantourien-se lazhañ anezhi hogen deuet e oa bet a-benn da derc'hout diganto. Honnezh a zo kiriek da vezañ laeret TDN ar Biosystem Lab ha da vezañ krouet euzhviloù evit distruj Mab-den. A-benn ar fin, n'eo ket ken drouk ha-se met c'hoant he doa da gaout he dial war ar re o deus klasket lazhañ anezhi hag o deus implijet an natur hep teurel evezh.
Tudennoù bouezus all
kemmañ- Kommander Mota – Ar bezroue a ro dezhañ kefridioù da gas da benn hag an titouroù hollret.
- Lutz – Un Esper repuet a zo o vevañ e « Esper Mansion » war Dezo, Lutz a sikour Rolf hag e vignoned en o c’hefridi. Sañset eo bezañ an hevelep Esper en deus roet harp da Alis e Phantasy Star, met, dre ma vez graet « Noah » eus Esper e stumm saoznek ar c’hoari PS1, ez eo kollet al liamm-se.
- Tyler – ul laer eus an egor a zeu da sikour an tudennoù war al loarell Gaira.
Marv kuzhet Nei
kemmañE-pad ar c'hoari e vo ret da Nei stourm hec'h-unan a-enep Neifirst. E-penn kentañ e vo un emgann etre Nei ha Neifirst hag ordin e vez lazhet Nei ha goude se e vez dialet anezhi gant ar peurrest eus ar strollad. Hogozik dic’hallus eo bezañ trec'h war Neifirst pa vez Nei o stourm he-unan met koulskoude ez eus tu bezañ trec'h warni. Er c’haz-se e vo ur gaozadenn un tammig disheñvel. Siwazh e varvo Nei memestra, ken liammet m'eo hi ouzh Neifirst.
Huderezh (Teknikoù)
kemmañRoll teknikoù ar c'hoari, o frizioù e poentoù teknik (TP) hag o efedoù Pa grog anv an teknik gant Gi e vez div wech efedusoc’h. Pa kreg gant Na e vez teir gwech efedusoc'h.
Teknikerezh | Priz (TP) | Efedoù |
---|---|---|
Foi | 2 | Tagadenn tan |
Gifoi | 6 | |
Nafoi | 12 | |
Zan | 4 | Tagadenn aer |
Gizan | 7 | |
Nazan | 11 | |
Gra | 8 | Tagadenn dre hoalder |
Gigra | 12 | |
Nagra | 20 | |
Tsu | 6 | Tagadenn luc'hedenn |
Githu | 13 | |
Nathu | 20 | |
Shift | 5 | Kreskiñ a ra nerzh tagadennoù ar skipailh |
Fanbi | 2 | Laerezh a ra buhez digant un enebour |
Eijia | 4 | Meur a dagadenn vekanik |
Brose | 8 | Tagadenn vekanik |
Conte | 6 | Sioulat a ra an enebourien vekanik |
Gaj | 1 | Tagañ ha dizeeunañ a ra ar mekanikoù |
Gigaj | 5 | |
Nagaj | 15 | |
Sag | 3 | Meur a dagadenn elektronek |
Gisag | 5 | |
Nasag | 27 | |
Gen | 1 | Tagadenn gant bioenergiezh |
Sagen | 3 | |
Vol | 8 | Tagadenn poulldroenn |
Savol | 16 | |
Shiza | 6 | Stoc'hañ tagadennoù ispisial |
Doran | 2 | Tagadenn follentez |
Rimit | 3 | Tagadenn a zizeeun ar mekanikoù |
Shinb | 4 | |
Forsa | 2 | Tagadenn elektronek. |
Rimet | 3 | Seizi evit an enebourien |
Shu | 3 | Kreskiñ an nerzh difenn |
Sashu | 8 | |
Deban | 4 | Stoc'hañ tagadennoù |
Ner | 2 | Kreskiñ a ra tizh ar skipailh |
Saner | 6 | |
Res | 3 | Yac'haat a ra un ezel eus ar skipailh |
Gires | 7 | |
Nares | 13 | |
Sar | 13 | Yac'haat a ra holl izili ar skipailh |
Gisar | 29 | |
Nasar | 53 | |
Sak | 1 | Nei en em lazh met yac'haet e vo penn-da-benn un ezel eus ar skipailh |
Nasak | 1 | Nei en em lazh met yac'haet e vo penn-da-benn pep ezel ar skipailh |
Anti | 2 | Efedus a-eneb an ampoezonioù |
Rever | 30 | Reiñ a ra buhez d'ur mignon marv |
Ryuka | 8 | Distreiñ d'ur gêr |
Hinas | 4 | Mont digant ur milendall |
Musik | 3 | Seniñ gant ur piano |
Megid | 55 | Tagadenn tarzerezh. Droug a ra d'ar genseurted. |
Liammoù diavaez
kemmañ- Phantasy Star Cave
- Brasañ c’hoari eus an holl amzerioù : Phantasy Star II gant GameSpot
- Phantasy Star II FAG diwar-benn ar c’hoari
- Home of Classic RPGs — Titouroù diwar-benn ar c’hoarioù. N’eo ket hepken diwar-benn Phantasy Star