Pierre Larquey
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Pierre Larquey, bet ganet d'an 10 a viz Gouere 1884 e Cénac (Gironde, Bro-C'hall) hag aet da Anaon d'ar 17 a viz Ebrel 1962 e Maisons-Laffitte (Yvelines a-vremañ, Bro-C'hall), a oa un aktour (c'hoariva, sinema ha skinwel) gall.
Ouzhpenn daou c'hant tregont film en devoa kemeret perzh enne, hag eñ deuet da vezañ unan e-touez gwellañ aktourien eilroll eus e amzer.
E filmoù er sinema
kemmañ- 1911 : Le Nabab film berr sevenet gant Albert Capellani,
- [...],
- 1943 : Le Corbeau gant Henri-Georges Clouzot,
- [...],
- 1961 : La Traversée de la Loire gant Jean Gourguet.