Le Corbeau ("Ar Vran") a zo ur film gall sevenet e gwenn ha du gant Henri Georges Clouzot, ha deuet er-maez e 1943. Bec'h en devoe ar film e diwezh an Eil Brezel-bed e Bro-C'hall, pa oa tamallet dezhañ, gant tud ar Rezistañs hag ar gomunourien peurgetket, met ivez gant gouarnamant Vichy hag an Iliz katolik[1], reiñ ur skeudenn fall eus ar Frañs, pa veze diskuliet tud a-vern gant lizheroù dizanv d'ar c'houlz-se. Berzet e voe ar film neuze, ha berzet ouzh ar sevener ober e vicher da viken. Er bloaz 1947 e voe aotreet skignañ ar film en-dro, ha roet gwir en-dro d'ar sevener d'ober e vicher. Diwar brud ar film-se eo deuet ar c'hiz e galleg d'ober "corbeau" eus un den hag a gas lizheroù dizanv, diskulius pe kunujennus dre vras.

Penn kentañ an istor

kemmañ

Pennoù bras ur gêrig faltaziek eus Bro-C'hall, Saint-Robin, a resev lizheroù dizanv tamallus ha divrudus sinet "ar vran". Enno e vez taolet ar bec'h war an doktor Rémi Germain da gentañ-penn, ha war pennoù-bras all ivez. Gwashaat a ra an traoù pa'n em bersekut unan eus an dud prederiet gant an doktor Germain da-heul ul lizher nevez hag a lavare ne bareje ket diouzh e gleñved. Setu an doktor da glask gouzout piv a zo kuzhet a-drek ar "vran"-se...

Roll ar gomedianed

kemmañ

Fichenn deknikel

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. (en) [1]