Pieter de Hooch[1] (Rotterdam, badezet d'an 20 a viz Kerzu 1629[2] - Amsterdam, etre 1684 ha 1694[3]) a oa ul livour nederlandat eus mare kantved aour an Izelvroioù. Oberennoù barok a livas, ha renket e vez e-touez arzourien ar skol izelvroat.

Maouez oc'h evañ gant soudarded, 1658 (Mirdi al Louvre, Pariz)
Familh hollandat, 1662
Diabarzh un ti, ennañ ur vaouez e-kichen un armel lien, eoullivadur war lien, 72 × 77,5, 1663 (Rijksmuseum, Amsterdam).
Gouel sonerezh en ur porzh, 1677

E vuhez

kemmañ

Pieter De Hooch a voe badezet en iliz an Disivoud e Rotterdam d'an 20 a viz Kerzu 1629. Hendrick Hendricksz De Hooch,e dad, a oa mañsoner, hag a e vamm, Annetge Pieters hec'h anv, a oa amiegez. Bugel henañ ur familh a bemp bugel e oa, met ar pevar bugel all a varvas pa oant yaouank. Hervez Arnold Houbraken en dije de Hooch desket asambles gant Jacob Ochtervelt e ti al livour gweledvaoù Nicolaes Berchem, e Haarlmen, etre 1645 ha 1647. N'eus liamm ebet etre oberenn de Hooch ha hini Berchem koulskoude. Hervez Fleischer en dije de Hooch desket e Rotterdam e ti Ludolf De Jongh, ar pezha seblant gwiroc'h, dre ma'z eus perzhioù boutin da oberennoù kentañ de Hooch ha da re de Jongh. De Hooch a voe levezonet ivez gant oberennoù Rembrandt ha re Carel Fabritius.

Meneget eo e anv e Delft e miz Eost 1652 : de Hooch hag e zeskard Hendrick Van der Burch a voe testoù embann un testamant. E Delft e labouras dreist-holl evit ur marc'hadour lien pinvidik, Justus de La Grange e anv. E 1655 e oa perc'henn de La Grange war unnek taolenn savet gant de Hooch. De Hooch a labouras ivez evit stal de La Grange. De Hooch a zimezas gant c'hoar Van der Bruch, Jannetje hec'h anv, e miz Mae 1654, ha seizh bugel a voe ganet. E 1655 e voe enskrivet e kouch Sant-Lug. War-bouez ar pezh a livas diwar c'houlenn de La Grange, ne reas ket kalz berzh e-keit ma oa e Delft, hag er baourentez e vevas. D'ar mare-se e livas dreist-holl taolennoù teñval, enno darvoudoù fentus.

Tro 1658 e kemmas doare Pieter De Hooch da livañ, ha sklaeroc'h e teaus e oberennoù da vezañ. Muioch a zonder a voe enno ivez, dre ma krogas da implijout an diarsell. Marteze e voe levezonet ivez gant Johannes Vermeer. Ar prantad-se a badas betek 1662.

E 1660 pe e 1661 ez eas d'en em staliañ e Amsterdam. Eno e voe badezet unan eus e verc'hed - Diewertje hec'h anv – er Westerkerk, d'ar 15 a viz Ebrel 1661. Eno e rankas de Hooch daremprediñ renkadoù uhel ar gevredigezh : cheuc'hoch ha pinvidikoc'h e voe ar pezh a livas (diabarzh tiez). Taolennoù brasoc'h a reas ivez, ha ne oa ket ken sklaer ar skeudeoù a live. Ne anavezer ket kalz eus an oberennoù a savas d'ar mare-se.

Daoust ma oa pinvidik klianted de Hooch, e kasas e vloavezhioù kentañ e Amsterdam en ur c'harter paour. E 1668 e tilojas d'ur c'harter pinvidikoc'h, met ne c'hellas ket prenañ e di.

Ne ouezer ket kalz tra diwar-benn fin e vuhez. Peurliesañ e vez mesket gant e vab, Pieter Pietersz De Hooch (1605-1684), hag a vije bet e zeskard. Hemañ a varvas e ti ar re sot (Dolhuis) e Amsterdam. Eno e oa dalc'het abaoe 1679, ha douaret e voe d'ar 24 a viz Meurzh 1684 e bered St. Anthonius Kerkhof[4]. Ne ouezer ket e pe vloavezh er varvas Pieter de Hooch, marteze er memes bloavezh hag e vab, marteze dek vloaz goude.

Pieter De Hooch a implije livioù tomm, dreist-holl ruz ha ruz-gell.

Levezonoù

kemmañ

Levezonet e voe De Hooch ivez gant oberennoù Jan Steen, Rembrandt, Carel Fabritius, Nicolaes Maes ha Gerard ter Borch.

Notennoù

kemmañ
  1. hag ivez Pieter De Hoogh, Pieter De Hooghe ha Pieter Hendricksz. De Hooch
  2. Rijksbureau voor Kunsthistorische Documentatie – RKD.
  3. Un den anvet Pieter De Hooch a varvas e ti ar re sot e Amsterdam ha douaret e voe d'ar 24 a viz Meurzh 1684, met unan eus mibien al livour e oa. Ar roud skrivet diwezhañ diwar-benn de Hooch eo ar marilh ma enskrivas e vab e ti ar re sot – F. Grijzenhout, « New Information on Pieter de Hooch and the Amsterdam Lunatic Asylum », e-barzh Burlington Magazine, CL (miz Gwengolo 2008), p. 612-613 –, met unan eus oberennoù Pieter de Hooch a zo deiziet e 1684 - RKD.
  4. RKD.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.