Gerard ter Borch
Gerard ter Borch (miz Kerzu 1617 e Zwolle – 8 a viz Kerzu 1681 e Deventer) a oa ul livour izelvroat. Kalz poltredoù a voe livet gantañ.
Gerard ter Borch a stagas gant an tresañ pa oa eizh vloaz, ha deskiñ a reas gant e dad Gerard ter Borch gozh, ul livour bet e Roma. Soñjal a reer e voe broudet Gerard da livañ gant Hendrick Avercamp, ha goude ur chomadenn verr en Amsterdam e 1632. Gant Pieter de Molyn e studias e Haarlem etre 1632 ha 1635. Gantañ e teskas an doare da aozañ taolennoù. Deskiñ a reas ivez a-fet implijout al liv gris diwar oberennoù Frans Hals.
Beajiñ a reas betek Londrez (1635), Alamagn, Frañs hag Italia a-raok en em staliañ en Amsterdam, ha marteze e voe levezonet gant oberennoù Rembrandt.
E 1646 ez eas da Vünster hag eno e livas Peoc'h Westfalia e Münster. War an daolenn e c'haller gwelout kannaded veur an Izelvroioù ha re Spagn. Unan anezho a heulias betek Madrid. Eno e voe degemeret gant ar roue, ha studiañ a reas oberennoù Diego Velázquez. Ur wech distro d'an Izelvroioù e timezas gant unan eus e nizezed e 1654 e Deventer hag e teuas da vezañ burgemeester kêr. Bourc'hizien kêr e plije dezho ma rafe Borch o foltred.
Gerard ter Borch a voe mestr Caspar Netscher, ha bras e voe e levezon war Gabriel Metsu, Jacob Ochtervelt ha Johannes Vermeer.
Ar C'hoarierien tric-trac (1653), hag a c'haller gwelout e Kunsthalle Bremen, zo unan eus e oberennoù kentañ hag unan eus are vrudetañ ivez. Un darvoud arme eo, damheñvel ouzh taolennoù Frans Hals.
Ur wech distro eus Italia e kemmas Borch e zoare da livañ hag e stagas gant darvoudoù nes a denne da vuhez ar vourc'hizien peurliesañ.
Barrek e oa G. ter Borch evit a selle ouzh livañ poltredoù ha livañ arvestoù e diabarzh tiez pinvidik-mor. Barrek e oa ivez evit a sell ouzh livañ munudoù : danvez un tapis, luc'h listri argant, strink ha dilhad (voulouz ha satin gwenn).
Levrlennadur
kemmañ- Émile Michel, Gérard Terburg (ter Borch) et sa famille, Paris, J. Rouam ; Londres, G. Wood, 1887