Hendrick Avercamp
Hendrick Avercamp, (1585 en Amsterdam – 15 a viz Mae1634 e Kampen) a oa ul livour izelvroat.
E vuhez
kemmañGanet e voe Hendrick Avercamp e Amsterdam, nepell diouzh Nieuwe Kerk, ha badezet e voe d'ar 27 a viz Genver 1585 en Oude Kerk. E dad, Barent Hendricksz Avercamp (tro 1557 - 1603) a oa dimezet (e 1583) gant Beatrix Pietersdr Vekemans (1560/62 - 1634), ha hi merc'h rener ar skol ma kelenne-eñ enni. Er bloaz goude e voe enrollet evel apotiker a Friz, hag en em staliañ a reas en Oude Straat e Kampen e 1586. Breur Hendrick Avercamp, Lambert e anv, a gemeras plas e dad evel apotiker, hag ur breur all a studias ar medisinerezh[1].
Avercamp a voe kaset da Amsterdam e ti ar poltredour ha livour danat Pieter Isaacks (1569 - 1625). Er gwerzh (1607) aozet a-raok ma tistrofe Pieter Isaacks da Zanmark ez eus anv eus Avercamp e-touez ar brenerien, hag anvet eo « mud Pieter Isaacks ». Graet e voe ivez « Hendrick Avercamp ar mud », (diell eus 1622) ha « de Stomme van Kampen » (« mud Kampen ») anezhañ. E 1633 e kemmennas e vamm e oa he mab « mut ha paour », ha neuze e tivizas e vefe roet dezhañ 100 kurunenn ar bloaz diwar arc'hant e familh[1].
Oberennoù koshañ Avercamp a zo deiziet e 1601. E-pad e stummadur e voe levezonet gant an taolennoù gweledva a veze graet gant livourien Flandrez staliet en Amsterdam, evel Gillis van Coninxloo (1544 - 1607) ha David Vinckboons (1576 – 1633). Hervez tud zo, Vinckboons a vije bet kelenner da Avercamp. Rak heñvel eo tresadennoù kentañ Avercamp ouzh re an hengoun-se, hag ivez ouzh re Hans Bol (1534 - 1593. Liammet eo ivez e oberennoù ouzh re e vignon a Gampen, Gerrit van der Horst (1581/2 - 1629).
Kazi sur e tistroas Avercamp da Gampen e 1613. Istorourien' zo a soñj dezho en dije beajet betek ar Mor Kreizdouarel goude-se, met ne seblant ket gwir. Brudet-tre e voe Avercamp e-keit ma oa bev. E oberennoù a werzhe, dreist-holl a re leun a livioù graet gant ur meskaj gouach ha dourlivadur, diwar un teknik bet implijet gant Pieter Brueghel gozh. An dud a c'halle pegañ ar skeudennoù-se en albomoù. Hendrick Avercamp a varvas e Kampen ha douaret e voe e Sint Nicolaaskerk.
An oberenn
kemmañAvercamp a zo unan eus mistri skol izelvroat ar XVIIvet kantved, ha barrek e oa a-fet livañ gweledvaoù er goañv, tro-dro da Gampen ha da ribl ar stêr Ijsel. Buhezek ha livet da vat eo taolennoù Avercamp, peurliesañ int bihan a-walc'h ha ledan-tre, hag e tiskouezont ur bern tud treset en un doare resis, hag a vez oc'h en em ziduiñ pe gant o labour pemdez. Gwelet e vez Avercamp evel un den a selle pizh ouzh an traoù, memes ma soñjer e tegasas kalz kemmoù etre ar pezh a wele hag ar pezh a live[2].
En e oberennoù kentañ e verzer e oa dedennet gant arz Pieter Brueghel gozh, hag a grouas taolennoù leun a vunudoù. Kazi sur e welas Avercamp an daolenn Gweldva goañv gant ruzikerien ha trap laboused e Amsterdam[3]. E-touez ar bourmenerien stank livet gant Avercamp e kaver alies elfennoù ar vuhez pemdez : paotred o kac'hat, maouezed kouezhet war ar skorn, koubladoù o vriata. Elfennoù arouezius eus doare Pieter Brueghel gozh a gaver ivez e oberennoù Avercamp : diarselloù a-dreuz-kaer, gwez bras ha brankoù da ginklañ an daolenn, lec'hioù lusket azalek an diaraog, livioù strewet en taolennoù a-bezh.
A-fet livañ tiez-feurm ha grañjoù e voe levezonet Avercamp gant un heuliad engravadurioù savet gant Hieronymus Cock (1507-1570) hag embannet en Antwerpen e 1559 hag e 1561 diwar dresadennoù « Mestr ar gweledvaoù bihan », adembannet gant Theodor Galle e Antwerpen e 1601 ha gant Claes Jansz Visscher (tro 1550 - 1681) en Amsterdam e 1612. Marteze e welas ivez tresadennoù Visscher bet embannet e 1608 gant Willem Jansz. Blaeu (1571 - 1638) hag e 1610 gant Pieter van den Keere e Amsterdam[4].
Bagoù stanket er skorn, meilhoù, tiez-feurm ha grañjoù, breserezhioù, kestell (Avercamp eo al livour kentañ a implijas an tres flandrezat en e oberennoù[5]), tiez hag ilizoù eo an elfennoù a gaver an aliesañ en oberennoù Avercamp. Ul lodenn eus oberennoù Avercamp a zo livet war banelloù ront ha marteze e voe an arzour kentañ a implijas an doare-se (a-raok 1610), hag a zeuas da vezañ brudet e Flandrez er XVIvet kantved[5].
Diwar 1609 e kemmas doare Avercamp : izeloc'h e voe an dremmweloù, nebeutoc'h a wez hag a diez a livas, hag e-plas e labouras war an doare da livañ gouloù ar goañv (roz hag alaouret) silet dre al latar. Gwelet eo Avercamp evel unan eus livourien bouezusañ luskad izelvroat al livañ gweledvaoù.
Avercamp a dresad kalz tresadennoù (tud ha gweledvaoù) hag alies ec'h implijas anezho da studiadennoù. Pa varvas al livour Jan van de Cappelle (1619-1679) e oa perc'henn war 900 tresadenn graet gant Avercamp[6].
Barent Avercamp (Kampen 1612-1672 pe 1679), hag a oa niz ha deskard Hendrick Avercamp a reas taolennoù damheñvel, met ne oa ket ken barrek. Da-heul Avercamp e kaver an arzourien Arent Arentsz lesanvet Cabel (1585/86 - 1635), Dirck Hardenstein II (1620 - goude 1674), Adam van Breen (tro 1585 - 1642/48), Esaias van de Velde (tro 1590 - 1630), Aert van der Neer (1603/4 - 1677) ha Christoffel van Berghe.
Mirdioù ha dastumadoù
kemmañ- Staatliche Museen, Berlin
- Wallraf-Richartz museum, Köln : Gweledva er goañv, 1605-10, [1]
- Staatlich Museen, Schwerin : Gweledva erc'hekaet, WebMuseum [2]
- Kunsthistorisches museum, Vienna, Aostria : Gweledva er goañv, WebMuseum [3]
- Saint Louis art museum, Missouri, Ruzikal e-kichen ur gêr, e-tro 1610-1620 [4]
- National Gallery of Art, Washington DC : Arvest war ar skorn, e-tro 1625 [5])
- Toledo Museum of Art, Toledo (Ohio), Ohio : Arvest goañv war ur ganol, Webmuseum [6]
- Ul lodenn eus e dresadennoù, en o zouez hini goshañ Avercamp a zo anavezet (deiziet d'an 28 a viz Genver 1613), a gaver e dastumad Frits Lugt e ensavadur nederlandat Pariz.
- National Gallery, Londrez : Arvest war ar skorn e-kichen ur gêr, e-tro 1615 [7] et Arvest goañv gant ruzikerien e-kichen ur c'hastell, 1608-9 [8]
- National Gallery of Scotland, Dinedin : Gweledva goañv gant tud [9]
- National Gallery of Ireland, Dulenn : Arvest war ar skorn, goude 1620
- Rijksmuseum, Amsterdam : Gweledva er goañv, e-tro 1608 [12]; WebMuseum (gant munudoù) [13] hag Arvest goañv,tro 1630-34, WebMuseum [14])
- Teylers Museum, Haarlem : Arvest war ar skorn (dourlivadur), Webmuseum [15]
- Mauritshuis, Den Haag : Ar Goañv, e-tro 1610, WebMuseum [16]
- Mirdi Kröller-Müller, Otterlo : Arvest war ar skorn', WebMuseum [17]
- Mirdi Boymans-van Beuningen, Rotterdam : Arvest war ar skorn, e-tro 1620 commons:Image:Hendrik Avercamp 003.jpg
- Mirdi Pouchkine, Moskov : Ruzikerien, e-tro 1615 commons:Image:Hendrik Avercamp 001.jpg
- Musée d'art et d'histoire, Genève : Arvest goañv e Yselmuiden, e-tro 1613, WebMuseum [18]
- Lausanne.
Notennoù
kemmañ- ↑ 1,0 ha1,1 Peter C. Sutton in Peter C. Sutton, Masters of 17th-Century Dutch Landscape Painting, 1987, p. 254
- ↑ C. J. de Bruyn Kopsin Peter C. Sutton, Masters of 17th-Century Dutch Landscape Painting, 1987, p. 256
- ↑ C. J. de Bruyn Kops in Peter C. Sutton, Masters of 17th-Century Dutch Landscape Painting, 1987, p. 256
- ↑ C. J. de Bruyn Kops in Peter C. Sutton, Masters of 17th-Century Dutch Landscape Painting, 1987, p. 259
- ↑ 5,0 ha5,1 C. J. de Bruyn Kops in Peter C. Sutton, Masters of 17th-Century Dutch Landscape Painting, 1987, p. 320
- ↑ Peter C. Sutton in Peter C. Sutton, Masters of 17th-Century Dutch Landscape Painting, 1987, p. 285
Levrlennadur
kemmañ- Clara Welcker, Hendrick Avercamp (1585-1634), bijgenaamd « De Stomme van Campen » en Barent Avercamp (1612-1679), « Schilders tot Campen », embannadurioù Zwolle, 1933; adwelet gant D. J. Henbroek-van der Poel, Doornspijk, 1979
- Robert Genaille, La peinture hollandaise, Embannadurioù Pierre Tisné, Paris, 1956
- La vie en Hollande au XVIIè siècle,digoradur gant Paul Zumthor, Musée des arts décoratifs, Paris, 1967
- Peter C. Sutton, Masters of 17th-Century Dutch Landscape Painting, testennoù gant Peter C. Sutton, Simon Schama hag Alain Chong, Rijsksmuseum, Amsterdam - Museum of Fine Arts, Boston - Philadelphia Museum of Art, 1987, 564 p (diwar-benn Avercamp, p. 26-27, 254-261 ha 320-321).