Sinoù diakritek

Sin diakritek

Tired lemm ( ˊ )
Tired lemm doubl ( ˝ )
Tired boud ( ˋ )

Breve ( ˘ )
Karon / háček ( ˇ )
lostig ( ¸ )
Tired kognek ( ˆ )
Daouboent ( ¨ )
Pik ( · )

Anunaasika ( ˙ )
Anusvaara (  ̣ )

Krogig / Dấu hỏi (  ̉ )
Makron ( ˉ )
Ogonek ( ˛ )
Ront / kroužek ( ˚ )
Spiritus asper ( ʽ )
Spiritus lenis (  ʼ )

Merkoù all implijet a-wechoù evel sinoù diakritek

Skrab ( )
Barennig serzh ( | )
Daoubik ( : )
Virgulenn ( , )
Barrennig ( ˗ )
Tildenn ( ˜ )
Titlo (  ҃ )
Poent kreiz ( l·l )

E katalaneg e vez lakaet ur poent kreiz (·) (katalaneg: punt volat) etre div l da ober an digramm ŀl (l·l mar skriver anezhañ gant 3 sin urzhiataerezh). Ar poent-se a vez lakaet e-kreiz al linenn, uheloc'h eget ar poent poentaouiñ normal.

Implijet e vez evit merkañ an diforc'h etre :

  • an ll, hag a vez distaget [ʎ] peurliesañ, evel e brezhoneg lh. Ar son-se zo an /l/ palatalizet pe "glebiet", evel er ger ruilh (rannyezhoù brezhoneg zo) pe famiglia (italianeg). An ll (digejet ella ['eʎə]) a vez kavet n'eus forzh pelec'h e-barzh ar gerioù. Da skouer : llibre ['ʎiβrə] "levr", illa ['iʎə] enez" pe c'hoazh ell [eʎ] "eñ";
  • an ŀl, hag a dalvez kement a div [l] (/l/ gevellet pe hir, alies distaget [l] gant an dud memes tra). N'haller ket kavout an digramm-se (digejet ela geminada ['elə ʒəmi'nað̞ə]) nag e deroù nag e fin ur ger : eŀlíptic [əl'liptik] "eliptik". Kavet e vez e gerioù gouiziek (savet diwar ur rakger a echu gant un -l hag ur wrizienn a grog gant un l- all, da skouer : coŀlegi) pe e gerioù amprestet (paraŀlel).