Pink Martini zo ul laz-seniñ stadunanat, daouzek soner ennañ en holl, eus Portland (Oregon), e gwalarn SUA, savet en 1994 gant ar pianoour Thomas M. Lauderdale. Kanet ha sonet e vez gante tonioù jazz pe sonerezh "latina", lounge, pe klasel. Div ganerez zo el laz: China Forbes ha Storm Large, ha kanañ a reont e meur a yezh ouzhpenn saozneg : alamaneg, galleg, italianeg, japaneg, portugaleg, spagnoleg, hag ivez arabeg, gresianeg, kroateg, naplezeg, sinaeg mandarin, roumaneg, armenianeg, turkeg. Alies e sonont gant lazoù-seniñ sumfonek bras, evel hini Portland.

Pink Martini e Kraozon, gant ar ganerez Storm Large.

Istor kemmañ

 
China Forbes en 2006

Kentañ albom Pink Martini a oa Sympathique en 1997, embannet gant Heinz Records (diwar anv ki Lauderdale), ha brudet e voe dre ar bed, ma c'honezas priz gall ar wellañ kanaouenn er Victoires de la Musique en 2000 abalamour d'ar ganaouenn c'hallek Je fume.

Deuet int bet da Vreizh ha kanet o deus e Kraozon e 2014.

Pladennoù kemmañ

Liamm diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ