Storm Large
Susan Storm Tempesta, anavezetoc'h evel Storm Large, bet ganet e Southborough, Massachusetts, d'ar 25 a viz Gouere 1969, zo ur ganerez ha sonaozourez stadunanat. Goude bezañ bet brudet en he bro evel kanerez rock eo troet da ganañ jazz ha traoù a bep seurt[1], hag e meur a yezh (turkeg, italianeg, galleg) dreist-holl gant al laz Pink Martini, ha kanet he deus bet e Breizh, e Kraozon. Souezhet e vez an dud o welout pegen bras eo (1,82 m), pegen kreñv eo he mouezh, ha penaos e oar, war ul leurenn, fiñval hep sailhat, en ur lakaat an arvesterien da ganañ ganti.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv-bihan | Susan, Storm |
Anv-familh | Large |
Deiziad ganedigezh | 25 Mez 1969, 25 Gou 1969 |
Lec'h ganedigezh | Southborough |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Micher | sonaozer, aktour, kaner, kaner-sonaozer, aktour c'hoariva |
Bet war ar studi e | St. Mark's School |
Deroù ar prantad labour | 1989 |
Tuadur revel | Divrevelezh |
Benveg sonerezh | mouezh |
Tachenn | sonerezh pop |
Lec'hienn ofisiel | http://stormlarge.com/ |
Kanañ a ra ha sevel kanaouennoù abaoe he femp bloaz, emezi. He zad, Henry Large, a oa kelenner war an istor, ha gourdoner skipailh mell-droad ar skol brevez a zarempredas e verc'h. Goude al lise ez eas da New York d'an American Academy of Dramatic Arts ma voe loreet e 1989. E deroù ar bloavezhioù 1990 ez eas da chom da dolead San Francisco, hag e 2002 da Portland (Oregon). En sell e oa da baouez gant ar sonerezh evit mont d'ar Western Culinary Institute, met gwasket e voe warni gant Frank Faillace, perc'henn ur c'hleub rock e Portland ma kanas en ul lazig anvet "The Balls".
Troet eo gant an div reizh, met ne fell ket dezhi e vefe lâret eo bisexual, gwelloc'h e kav lavarout "sexually omnivorous."[2]
E 2014 e reas ur bladenn anvet “Le Bonheur”, gant kanaouennoù karantez.
Kanet he deus gant lazoù brasoc'h eget Pink Martini : The New York Pops Orchestra e Carnegie Hall, The Cincinnati Symphony, The Houston Symphony hag, en Iwerzhon, The RTE Concert Orchestra.