Piramidenn Djoser, pe piramidenn dereziek Djoser (kbhw-ntrw e Henegipteg), a oa savet da veziañ ar faraon Djoser gant e vizir Imhotep. Savet e oa da vare ar XXVIIvet kantved kent J.-K. e bered-veur Sakkara e gwalarn kêr Menfis, hag ez eo kreiz ur strollad savadurioù kañv bras en ur porzh divent gronnet gant savadurioù liderezh ha kinkladurioù.

Piramidenn Djoser

Ar c'hentañ piramidenn egiptat a yae d'he ober c'hwec'h mastaba (bihanoc'h-bihanañ o ment) savet an eil a-us d'egile. Sklaer eo e oa savet e-giz-se o tegas tamm-ha-tamm adweladennoù ha gwellaennoù d'ar raktres kentañ . En deroù e oa ar biramidenn 62 metr uhelder hag he sichenn a oa 109 m x 125 m, hag e oa goloet gant ur gwiskad maen-raz gwenn levnet[1]. Ar biramidenn dereziek (pe kentpiramidenn) a vez sellet outi evel ar c'hoshañ savadur maen bras-kenañ, daoust ma seblant ez eo koshoc'h c'hoazh ar c'hloz anvet Gisr el-mudir.

Tachenn ar biramidenn

kemmañ
 
Dor an templ kañv

Ar pep brasañ eus kinkladurioù hag eus savadurioù diabarzh ar biramidenn, daoust ma'z int savet e maen, a laka da soñjal e neuz frammoù koshoc'h, a vije bet savet e prenn, e raoskl pe e brikennoù pri. N'ouzer ket heg eñ e teu eus artistic, symbolic or technological convention, daoust ma c'hall dont eus levezon an tri war un dro.

En-dro d'ar biramidenn ez eus ur voger 10.5 metrad uhelder, savet e maen-raz kizellet gant aked (Lod anezhe zo bet kempennet gant Jean-Philippe Lauer), gronnet gant ur fozell vras. Graet e oa ar voger evit tennañ da ballennoù gloan, ha kinklet e oa gant sikludoù. 15 dor a oa warnañ, met unan hepken a oa an nor wirion da vont tre. Seblantout a ra bezañ savet war patrom ar "c'hreñvlec'hioù" bras e brikennoù savet e-doug ar c'hentañ hag an eil tierniezh en Abidos ha Hierokonpolis.

An nor wirion a oa un trepas gant kolonennoù gant un doen kizellet e stumm treustoù prenn. Merket eo an hent gant daou bikol 'dor' maen, kizellet evel ma vefent digor.

Bez ar su

kemmañ

Bez ar su zo tost un eilenn eus frammoù dindandouar ar biramidenn met hep ar frammoù a-us d'al leur.

Ar porzh bras

kemmañ

E-kreiz etre bez ar su hag ar biramidenn ez eus ul leurenn vras. N'anavezer ket e ster gwirion met war a hañval e oa liammet ouzh lidoù lestr ar faraon ha marteze e c'hall bezañ tostaet d'ul leurenn heñvel (n'eo ket bet dizoloet avat) e kenkiz real Menfis, ma c'hallfe ar faraon kas ar memes lidoù da benn.

war-dro 180 m war 100 m eo ar porzh, nebeut-kenañ a savadurioù hag a vonumantoù ennañ.


Tachenn ar gouel Sed

kemmañ
 
Temploù tachenn ar gouel sed

Savet e oa ar porzh evit lidañ ar gouel sed. Goude tregont vloaz ren e ranke pep faraon prouiñ e startijenn o chaseal an tarv sakr en-dro d'ar porzh hag o tapout anezhañ diwar-bouez e lost. Krediñ a reer e choazas Djoser lidañ ar gouel-se bep tri bloaz e-lec'h bep tregont vloaz. Kornioù ar savadurioù a oa ront da vezañ dizañjerusoc'h.

Ar biramidenn

kemmañ

Kroget e oa ar biramidenn e stumm ur mastaba heñvel ouzh ar bezioù e brikennoù pri savet evit ar faraoned a-raok. Brasaet eo a div wezh oc'h ouzhpennañ ul live all a-raok bezañ goloet gant ur biramidenn dezhi pevar derez, a oa brasaet c'hoazh diwezhatoc'h evit mont d'ober ar biramidenn gant c'hwec'h derez a weler hiziv.

An templ kañv

kemmañ
 
Sal Hipostil an templ kañv

N'halled antreal ken 'met dre an templ kañv er c'horn gevret. Tremen a reer eno etre mogerioù savet gant bloc'hoù maen e stumm dorioù digor betek ar sal hipostil gant div rank kolonennoù maen kizellet e doare ma tennont da hordennoù papiruz. Staliet ez eus bet un doen vodern en uhelder an doen a oa gwezhall. Skeiñ a ra ar sal-se er porzh.

Liammoù diavaez

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  1. Harry Adès A Traveller's History of Eygpt (Chastleton Travel/Interlink, 2007) ISBN 1-905214-01-4 p48
A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg