Plantec zo anv ur strollad sonerezh brudet eus Breizh, krouet e 2002, hag a son sonerezh hengounel (lusk an dañsoù breizheg) mesket gant sonioù elektronek ha sonioù metal-rock (gitarioù tredan).

Plantec
strollad sonerien
Tachenn labourelectro-folk Kemmañ
Label sonerezhCoop Breizh Kemmañ
Bro orinFrañs Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.plantec.fr Kemmañ
Sonerien Plantec, e festival Yaouank e 2015

Ar strollad kemmañ

Krouet eo bet e 2002 e bro Gwened gant an daou vreur Odran ha Yannig Plantec. Er penn kentañ e sonent o-daou er festoù-noz evit mann. Goude-se ez int kroget da gemer perzh aliesoc’h-aliesañ en abadennoù brudet a-walc’h e Breizh a-bezh. Un deiz e kejjont gant Nicolas Le Millier, ur soner binioù-kozh a-feson en em lakas da seniñ gante. Diouzhtu war-lerc’h, ec’h erruas Christophe Hellec, ur soner gitar-boud. A-feur ma kendalc’hent da seniñ er gouelioù a bep seurt e teuas c’hoant dezhe sevel ur bladenn. Setu penaos e voe embannet « Reveulzi » e 2004. Evit nevesaat o zonioù o doa c’hoant da veskañ rock, sonerezh hengounel ha trouzioù a bep seurt. Setu e teuas M-Kanik (Marc Gauvain), soner touchennaouegoù elektronek, da glokaat ar strollad. Labouret en doa gant Roni Size, mestr meur an drum 'n bass, ha awen a reas ton kentañ ar bladenn Plantec (e 2006) anvet « Androïde ». Priz-meur an Télégramme o deus resevet gant ar bladenn-se e 2007. Setu penaos e teuas an daouad "Plantec" da vezañ ur pempad. Abaoe fin 2010 ez eo DjiBril a son e plas M-Kanik (Marc Gauvain).

Ar pezh a lak Plantec da vezañ dibar eo ar fed e kredont kemmeskañ sonerezh hengounel gant sonioù elektronek. N’eus ket keit-se zo ez eus erruet ur c’haner yaouank, Mael Lhopiteau e anv, da reiñ ur aergelc’h disheñvel d’ar strollad brudet-mañ. Kroget int d'ober gant ar c’han-ha-diskan gant ur sonerezh hengounel hepken a-benn sevel o fladenn ziwezhañ War-raok (e 2007). Evit he feurechuiñ ez int bet o klask tonioù e Dastum.

An daou grouer kemmañ

Odran ha Yannig eo an daou grouer. An hini gentañ a son ar vombard hag an eil a son ar gitar hag a gan. Atav int bet o-daou asambles o seniñ evel gevelled. Kent bezañ bet savet “Plantec” e oant ezel eus un toullad strolladoù all, en o zouez “Displann”. Odran en deus bet kentelioù gant Ronan Le Gourrierec, ur mailh war ar vombard ha Yannig en deus kroget gant ar rock a-raok bezañ dedennet-mat gant sonerezh Breizh. Odran a son ivez ar shennai, ur seurt bombard a Vro-India ha Yannig gant ar gitar-tredan. Pep hini a oar seniñ meur a venveg ha klask a refont tennañ gounid eus an dra-se en dazont a-benn kemmañ un tamm o giz da seniñ.

Ar strollad ha Breizh kemmañ

Odran ha Yannig a zo bet skoliataet e brezhoneg hag e komzont brezhoneg war ar pemdez. War o fladenn nevez War–raok e kanont e brezhoneg hepken. Tomm-tre ez int ouzh Breizh. Setu perak o deus divizet distreiñ d'ur giz hengouneloc’h evit ar bladenn diwezhañ-se. Ar pezh o deus bet c’hoant d'ober eo reiñ un neuz nevez d’ar festoù-noz oc'h ouzhpennañ startijenn ha brudañ sevenadur ar vro. Pa oa bet gwerzhet war-dro dek mil skouerenn eus ar bladenn Plantec e oa bet klevet komz eus Breizh e kazetennoù Bro-C’Hall a-bezh ; memes er gazetenn Libération !

Pladennoù kemmañ

 
Ar vreudeur Plantec er festival Yaouank e 2015.

Albomoù studio kemmañ

  • Reverzhi, 2004
  1. Ya d'ar brezhonneg - 4:02
  2. Trans en dans - 4:03
  3. Trans en dans - 1:48
  4. Trans en dans - 4:38
  5. Talan - 5:11
  6. Reverzhi - 3:52
  7. 69 - 6:16
  8. Dual - 4:09
  9. Lans - 6:04
  10. Shiva - 3:36
  • Plantec, 006
  1. Androïde (Andro) - 4:12
  2. Dans B'an Tan (Laridé) - 3:26
  3. Rakaj (Suite Plinn) - 3:04
  4. Rakaj (Suite Plinn) - 1:49
  5. Rakaj (Suite Plinn) - 3:36
  6. Nijal - 1:17
  7. Kosmos (Kas a Bach'h) - 3:14
  8. Croissant de Letiez (Dans Keff) - 4:16
  9. Mojo (valse) - 2:37
  10. Sant uzin (Rond de Saint Vincent) - 4:28
  11. Kalon (Scottish) - 3:14
  12. Tant d'aime - 4:27
  13. Aman Ha Breman (Rond de Loudéac) - 2:37
  14. Aman Ha Breman (Rond de Loudéac) - 2:15
  15. Aman Ha Breman (Rond de Loudéac) - 4:43
  • A-raok
  1. A-raok (andro) - 4:29
  2. Rust Ha Kalet (ton Simpl Gavottenn) - 3:58
  3. Mintin (tamm-kreizh) - 1:50
  4. Distrein (ton Doubl Gavotten) - 6:09
  5. N'eo Ket Strik - 4:18
  6. Sklaer (ton Simpl Fisel) - 4:51
  7. Koll (bal Fisel) - 2:58
  8. Kejet (ton Doubl Fisel) - 4:07
  9. En Egor - 5:35
  10. Krog (heuliad Plinn) - 5:20
  11. Da Lec'h All (kelc'h Sirkasian) - 3:57
  • Mekanik, 2010
  1. Delienn - 4:21
  2. Ijin ar vezh - 4:36
  3. Skuizh - 4:13
  4. Arnev - 3:19
  5. Faltazi - 3:55
  6. Arme an dienez - 4:35
  7. C'hwezh ar marv - 4:18
  8. Ho torn - 4:10
  9. Dañs an anaon - 4:04
  • Awen
  1. Orin (Andro) - 4:35
  2. Dor (Plinn) - 4:13
  3. For Free (Bal) - 2:32
  4. Naoned e Breizh (Plinn) - 4:26
  5. Dañs ar Seienn (Valse) - 3:56
  6. Red an Amzer (Bourrée) - 4:21
  7. Triptyque (Loudéac) - 4:34
  8. Le palais des miroirs (Bal) - 2:29
  9. No Chistrou (Loudéac) - 4:30
  10. Hep Harz (Cercle) - 4:16
  • Best Of
  1. Androïde (Andro) - 4:11
  2. No christrou (Loudéac) - 4:27
  3. Faltazi (Ton double gavotte) - 3:55
  4. Croissant de letiez (Dañs keff) - 4:15
  5. Triptyque (Loudéac) - 4:33
  6. Da lec'h all (Cercle) - 5:18
  7. Kosmos (Kas a bac'h) - 3:13
  8. Ya d'ar brezhonneg - 4:00
  9. Arme an dienez (Kas a bac'h) - 4:36
  10. Kalon (Scottish) - 3:15
  11. Red an amzer (Bourrée) - 4:20
  12. Ijin ar vezh (Pilé menu) - 5:11
  13. Reverzhi - 3:48
  14. A-raok (Andro) - 4:39
  15. Kejet (Ton double fisel) - 4:04
  16. Hep harz (Cercle) - 4:16
  • Kontakt, 2015
  1. Speedwell (Pach pi) - 4:22
  2. Hent ar vuhez (Rond pagan) - 5:09
  3. When the Sun Is Shining - 4:17
  4. Tennder (Kost er hœt) - 4:47
  5. Linelis - 4:33
  6. Liamm (Ton simple gavotte) - 6:12
  7. Koun (Bal gavotte) - 2:38
  8. Nerzh (Ton double gavotte) - 4:57
  9. Divent - 4:14
  10. Skorn (Rond de landéda) - 5:10
  11. Kihaus Woods (Cercle circassien) - 4:27
  12. Den - 1:33
  13. Feulz (Polka) - 4:12

Albomoù sonadegoù kemmañ

  • Demolive, 2002
  1. HOPI (dans plinn) - Ton Simpl 02:04
  2. HOPI (dans plinn) - Bal 01:28
  3. HOPI (dans plinn) - Ton Doubl 04:20
  4. PLAISIRS DU DIABLE (Scottish) 02:47
  5. SIMA (rond de Loudéac) - 1e rond 02:02
  6. SIMA (rond de Loudéac) - Baleu 01:06
  7. SIMA (rond de Loudéac) - 2e rond 03:55
  8. MAD (Cercle circassien) 04:21
  • Live, 2009

Liammoù diavaez kemmañ