Pop-tart
Ur pop-tart a zo ur wastell gant sukr warni, hag a vez gwerzhet e Bro-Gebek. Krouet eo bet ar pop-tart gant ar gevredigezh Kellogg's. Ar pop-tart o devez blazioù disheñvel hervez o liv: sivi, chokolad, vanilha, mouar...
Ar pop-tarts a zo deuet en-dro diouzh ar c'hiz gant sikour klip têtes à claques war halloween.
Ne vez ket kavet pop-tarts e Breizh, rak dasparzhet e vez ar produ-mañ en USA, Rouantelezh-Unanet hag er C'hanada hepken.
An istor
kemmañKrouet int bet ar pop-tarts er bloavezhioù 1960. Evit mont buanoc'h da brepariñ an dijuniñ int bet krouet. Evit kenglotañ gant an edajoù a oa dija war ar marc'had. E 1967 e vez kavet blazioù all. E 1971, un dudenn kartoon anvet Milton a ra bruderezh evit ar pop-tarts er bed saoznek.
E 1992 ez eus ur gudenn gant ar pop-tarts: Thomas Nangle en deus lakaet unan da zeviñ en e gegin, lakaet en doa ur pop-tart en e grazerez-vara, ur prosez a zo bet a-enep Kellogg's. E 1994 ur c'helenner, Patrick Michaud, eus Skol-Veur Texas A&M, goude meur a daol aesa, en deus disklêriet e oa dañjerus lakaat ur pop-tart er grazerez-vara.
E 2001, soudarded an USA a gas ganto 2.4 milion a bop-tarts en Afghanistan e-kerzh ar brezel a oa eno.
E 2005 e krog Kellogg's ur bruderezh nevez anvet "Crazy Good".
N'eo bet morse ezporzhiet ar pop-tarts e Breizh hag e Bro-C'hall.
Traoù all
kemmañ- James Prichard, Detroit News (2003), "Kellogg's popular, pioneering Pop-Tarts turn 40 this year"
- Trisha Renaud, Law.com (2002), "Flaming Pop-Tarts Spark Georgia Suit"