Porcia Catonis pe Porcia Catonis filia (war-dro 70 kent JK – Mezheven 43 pe Here 42) a oa ur Romanez eus ar Iañ kantved kent JK. Anavezetoc'h eo hec'h anv evel eil pried Marcus Junius Brutus, brudetañ drouklazher Julius Caesar, hag an doare m'en em lazhas o lonkañ glaou ruz-tan.

Porcia Catonis
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhHenroma Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denPorcia Kemmañ
Praenomentalvoud ebet Kemmañ
NomenPorcia Kemmañ
Deiziad ganedigezh1añ kantved kt JK Kemmañ
Lec'h ganedigezhHenroma Kemmañ
Deiziad ar marv43 CE Kemmañ
Lec'h ar marvHenroma Kemmañ
TadCato ar Yaouankañ Kemmañ
MammAtilia Kemmañ
Breur pe c'hoarMarcus Porcius Cato, Porcia, Porcius Cato, Porcia Kemmañ
PriedMarcus Junius Brutus, Marcus Calpurnius Bibulus Kemmañ
BugelCalpurnius Bibulus Kemmañ
KarLucius Calpurnius Bibulus Kemmañ
FamilhPorcii Catones Kemmañ
GensPorcia gens Kemmañ
Micherprederour Kemmañ
PrantadLate Roman Republic Kemmañ
Porcia Catonis

Porcia (pe Portia) Catonis a oa merc'h da g-Cato ar Yaouankañ ha pried da Brutus, marvet en 42 kent JK. Lakaet eo bet he marv da bimpatrom ar fealded etre priedoù, met re all evelti zo bet en amzer Republik Roma[1].

He yaouankiz

kemmañ

Ganet e oa Porcia entre 73[2],[3] ha 64 kent JK[4]. Karantezus e oa, troet gant ar brederouriezh, ha kalonek[5]. Hervez Ploutarc'hos e oa eus ar re goantañ[6]. Yaouank-flamm e oa pa zizimezas he zad hag he mamm.

Merc'h e oa da Marcus Porcius Cato Uticensis ha d'e bried kentañ Atilia. Torret e voe dimeziñ he zud abalamour da avoultriezh he mamm.

Dimeziñ a reas en-yaouank da Bibulus, kamarad politikel d'he zad. ntre 58 ha 53 kent JK e voe an eured, hag ur mab o dije bet, Lucius Calpurnius Bibulus, hervez Ploutarc'hos.[7], goude ma kav d'an istorourien a vremañ e oa re yaouank Porcia evit bezañ mamm da Lucius, a vije bet mab d'ur wreg kent da Vibulus. En oad avat e oa da gemer perzh en emgann Philippes en 42 kent JK, ha mervel a eure e 32 kent JK.

Un toullad bloavezhioù goude e fellas da g-Quintus Hortensius Hortalus ober emglev gant Cato, ma c'houlennas dorn Porcia. Bibulus avat a gare e wreg ha ne felle ket dezhañ he leuskel da vont gant unan all. Hortensius neuze a ginnigas dimeziñ dezhi ken na c'hanfe ur pennhêr, hag he daskoriñ goude da Vibulus. Ne oa ket divoas seurt emglevioù en amzer-se[8].

Hec'h eured gant Brutus

kemmañ
 
Porcia ha Brutus, Ercole de Roberti, v. 1486-90, Mirdi Kimbell.

Goude emlazh Cato ar Yaouankañ en 46 kent JK, e tizimezas Brutus, kenderv da Borcia, digant e bried, Claudia Pulchra, evit dimeziñ da Borcia.

He marv

kemmañ
 
Le Suicide de Porcia gant Pierre Mignard (1612-1695), Mirdi Roazhon.

Hervez an darn vrasañ eus an istorourien e oa en em lazhet Porcia en 42 kent JK o lonkañ glaou-bev. Hiriv ne gred ket an istorourien kement-se ken, ha soñjal a ra ganto he devoa Porcia devet glaou en ur pezh ma ne oa ket aer, hag e oa marvet diwar ar monoksid karbon[9]. Pegoulz resis e oa marvet n'ouzer ket .

Notennoù

kemmañ
  1. Pierre Grimal, Rome et l’Amour, Robert Laffont, 2007, (ISBN 978-2-22110-629-7), p. 195.
  2. Ploutarc'hos, Cato Uticensis, 7.3.
  3. Ploutarc'hos, Caton Uticensis, 7.4.
  4. Ploutarc'hos, Caton Uticensis, 24.3.
  5. Ploutarc'hos, Marcus Brutus, 13.4 .
  6. Ploutarc'hos, Caton Uticensis, 25.3.
  7. Plutarque, Marcus Brutus, 13.3.
  8. Plutarc'hos, Cato ar Yaouankañ 25.3.
  9. Patrom:Lien web.