Priñselezh Sealand
Priñselezh Sealand zo ur vro bihan-bihanik e Mor an Hanternoz, 10 km a-vaez da Suffolk. N'eo anzavet gant bro all ebet. Emañ war ul leurenn bet savet en dourioù etrebroadel gant arme ar Rouantelezh-Unanet e-kerzh ar Brezel-bed diwezhañ.
Priñselezh Sealand | |||||
---|---|---|---|---|---|
| |||||
Sturienn | E Mare Libertas
"Frankiz er mor" | ||||
Kan broadel | E Mare Libertas
gant Basil Simonenko | ||||
Priñselezh Sealand | |||||
Disklêriadur | 2 a viz Gwengolo 1967 | ||||
Yezh ofisiel | Saozneg | ||||
Gorread | 4000 m² | ||||
Poblañs | 27 e 2002 | ||||
Priñs | Michael Bates | ||||
Moneiz | Dollar Sealand | ||||
Internet | www.sealandgov.org |
D'an 2 a viz Gwengolo 1967 e voe disklêriet dizalc'h Sealand gant Roy Bates, bet major e lu Rouantelezh-Unanet[1].
Treset e oa bet banniel ar briñselezh gant priñsez Joan Bates, gwreg Roy Bates[1].
Marvet eo Roy Bates e 2012 hag e vab, Michael e anv, a zo priñs Sealand abaoe ar bloaz-mañ[1].