Produerezh

(Adkaset eus Produiñ)

Ar produerezh a zo an oberiantiz armerzhel aozet ez-sokial a gas gwerzh ouzhpennet diwar ar grouidigezh pe ar pourchas madoù ha servijoù. Ar meizad-se a c'holo gwirvoudoù disheñvel ha kemplezhek. Ur meizad diazez eo en armerzh, e sokiologiezh hag e prederouriezh, dreist-holl evit ar varksouriezh.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Produerezh er
wikeriadur, ar geriadur frank.


En armerzh

kemmañ

Ar produerezh a zo un elfenn diazez en armerzh.
Ar produerezh a dalvez kement hag an ober produiñ koulz ha disoc'h an ober-se.
Er grennamzer eo e krog an termen « produerezh » da vezañ implijet, diwar-benn an oberennoù arzel[1]. N'eo nemet gant deroù an oadvezh c'hreantel e vo implijet an termen en tabutoù armerzhel. Liesseurted ar sterioù a zo gant ar ger produerezh a c'hell bezañ skeudennet gant an implij a vez graet outañ en industriezh filmoù. Anv a zo da skouer eus « produer ur gourbroduerezh » evit envel an neb a fard un oberenn film en ur doare greantel ha gant ur pal kenwerzhel.

Studiet e vez ar produerezh hervez an doareoù, al lec'hioù hag ar marc'hadoù. Keñveriet e vez an doareoù aozadurioù disheñvel da broduiñ un hevelep produ. Jedet e vez ar c'hementad produerezh dre vro ha dre varevezh. Dispartiet e vez an dielfennadur dre c'hennad armerzhel. Diforc'hiet e vez ar produerezh kenwerzhel diouzh ar produrerezh ankenwerzhel.

Produerezh dre c'hennad

kemmañ

Ar produerezh greantel er broioù diorret a dalvez etre 20 ha 30% eus ar produerezh broadel, muzuliet gant ar PDK (sammad ar gwerzhioù ouzhpennet e diabarzh ar vro). Er broioù-se e vez ur pouez pennañ gant ar produerezh servijoù abaoe un nebeud dekadoù[2].

Produerezh kenwerzhel hag ankenwerzhel

kemmañ

Diforc'hiet e vez ar produerezh kenwerzhel diouzh ar produerezh ankenwerzhel.
An hini gentañ a zo gwerzhet war ur marc'had a-benn genel ur buzad. Gant an embregerezhioù e vez sevenet ar braz eus ar produerezh kenwerzhel. Ar c'horvoder tennet eus ar gwerzh a aotren goprañ implijidi ha paeañ an degaserien fontoù dre ar c'hampi pe ar splet.
Egile a dalvez evit ar pourchas produoù digoust pe d'ur priz hag a walc'h nebeutoc'h eget an hanter eus ar c'houstoù produiñ. Ar produerezh ankenwerzhel a zo sevenet dreist-holl gant ar melestradurezhioù foran hag ar c'hevredigezhioù hep pal kenwerzhel ganto ur perzh sokial.

Aozadur ar produerezh

kemmañ

Aozadurioù disheñvel a aotren produiñ madoù ha servijoù.
Frammoù 'zo a zo anezho ec'honderioù e-lec'h ma vez tolpet an doareoù produiñ hag ar c'hoskor a-benn produiñ kementadoù bras gant lodennoù labour da adober meur a wezh ha rannet-kenañ.
Frammoù all a zo tarzhetoc'h hag helusk evel an embregerezh en rouedad, lakaet e pleustr e stern an armerzh goudegreantel. Tri doare aozadur produiñ a c'hell bezañ pledet outo : an aozadurioù a « heuliad unanek », an industriezhioù a argerzh hag ar produerezh oberiet.

Ur vent sokial

kemmañ

Ar sokiologiezh a lak ar produerezh da oberiantiz krouiñ, kejañ, eskemm ha rannañ elfennoù disheñvel evel an amzer, an ec'honder, ar madoù, ar c'healioù, an trivliadoù.

E prederouriezh : ar produerezh gwerzh

kemmañ

Meur a sell prederouriezhel a zo bet war ar c'heal produerezh abaoe an XVIIIvet kantved. Hini ar fiziokrated a voe unan eus ar re gentañ. Hervez o freder e oa ar gounezerezh an oberiantiz produus nemeti, dre ma tegase muioc'h a zanvez (boued) eget ma oa implijet en argerzh produiñ (hadoù), ha pa ne rae an oberiantizoù all nemet treuzfurmiñ danvezioù naturel. Sell David Ricardo, eztaolet er c'hantved da heul, a zo klokoc'h ha liammet strizh gant ar c'hementad labour.

Ar varksouriezh hag ar gevalaouriezh a zo e-touez ar selloù anavezetañ hiziv-an-deiz diwar-benn ar produerezh. Disheñvel int, dreist-holl diwar-benn damkaniezh ar produerezh gwerzh[3]. Karl Marx en deus eztaolet e breder war an dachenn-se e stern e zamkaniezh an doareoù produiñ.

Pennadoù liammet

kemmañ

Notes et références

kemmañ
  1. Hervez geriadur ar Greizenn Vroadel Testennoù ha Gerioù
  2. (fr) [1] Encarta, répartition du PIB"
  3. Marksouriezh Geriadur holloueziadurel e pemp levrenn Embannadurioù Larousse.