Labour
Al labour zo oberoù graet gant ar c'horf hag ar penn evit tizhout un disoc'h. War gement tachenn a zo e c'hall an neb labourat dre gaer, pe dre heg evel er sklaverezh. Al loened ivez a labour, renet gant an dud. E meur a vro e vez lidet Gouel al Labour d'ar 1añ a viz Mae.


Dre astenn-ster e komzer eus labour evit ur vicher. "Dilabour" e vez graet eus un den hep labour.
Dre astenn-ster ivez e komzer er fizik eus labour un nerzh.
Eus al labour-douar e komzer Pa vez anv eus oberoù a denn d'an douar, d'an natur evit gounit plant.
Al labourioù, el liester, a vez graet eus oberioù evit sevel pe dresañ un dra bennak.
Armerzh
kemmañAl labour zo un obererezh graet en eskemm d'ur gopr, evit produiñ ur mad pe ur servij. Eñ hag ar c'hevala a ya d'ober ar faktorioù produiñ. Kavet e vez war marc'had al labour.
Gwir
kemmañGant kod al labour e vez dastumet peurliesañ ar reolennoù e pleustr en ur vro. Ret eo d'an implijerien koulz ha d'an implijidi doujañ dezho, en ur Stad a wir bepred. Reolennoù etrebroadel zo ivez, da skouer gant Unaniezh Europa hag Aozadur etrebroadel al labour.
Setu amañ, dre vro, an niver a eurvezhioù labour dre sizhunvezh en Unaniezh Europa[1].
- An Δ a verk an diforc'h e-keñver pad sizhuniek al labour e Bro-C'hall.
|
|
Politikerezh
kemmañAr ger « labour » a gaver e saozneg ivez[2].
- Strollad al Labour, unan eus brasañ strolladoù politikel er Rouantelezh-Unanet.
- Strollad al Labour, ur strollad politikel iwerzhonat.
- Strollad al Labour, ur strollad politikel serb.
Troioù-lavar
kemmañ- El labour emañ ar yec'hed.
- Labour sul, labour nul.
- An tu zo an hanter eus al labour.
Luganoù
kemmañ- « Enrichissez-vous par le travail et par l’épargne » zo ur frazenn vrudet a vije bet lavaret e 1843 gant François Guizot, prezidant ar Kuzul Bro-C'hall.
- E toull dor kamp Auschwitz-Birkenau e oa skrivet arbeit macht frei da lavaret eo « al labour a ra an den dishual », diouzh ur frazenn gant al lizheregour Lorenz Diefenbach.
- Kavet e vez ar ger labour e-barzh sturiennoù broadel kalz broioù afrikat evel Aod an Olifant, Benin, Gabon, Ginea, Kameroun, Niger, Republik Demokratel Kongo hag all.
Notennoù
kemmañ- ↑ (fr) Statistiques sur le temps de travail @ ILOSTAT / International Labour Organization. Kavet : 09 C'hwe 25.
- ↑ Anv meur a strollad politikel saoznek eo : gwelet Strollad al Labour.