Mor Marmara
(Adkaset eus Propontis)
Mor Marmara (turkeg : Marmara Denizi) eo an anv a reer eus ar mor a zo etre strizh-mor an Dardanelloù er mervent, a zigor war Mor Egea, ha strizh-mor ar Bosfor er biz, a zigor war ar Mor Du.
Mor Marmara hag an inizi anezhañ. |
Mor Marmara etre an daou strizh-mor. |
Propontis a veze graet eus ar mor kloz-se gant tud Hellaz en Henamzer.
Ur mor diabarzh eo, hag an holl aodoù en-dro dezhañ zo perc'hennet gant Turkia. E-kreiz ar mor-se emañ Enez Marmara.