Qin Kanying
Ar Sinaez Qín Kǎnyìng (sinaeg : 秦侃滢) ; Shanghai, 2 a viz C'hwevrer 1974) zo ur vestrc'hoarierez echedoù abaoe 1992.
Qín Kǎnyìng | |
---|---|
Qín Kǎnyìng e Malaysia, 1990 | |
Riez | Republik Pobl Sina |
Ganedigezh | 2 C'hwevrer 1974 Shanghai |
Titl | Mestrc'hoariez (1992) |
Renk FIDE | 2466 (Meurzh 2022) |
Renk uhelañ | 2501 (Gouhere 2000) |
Pemp gwezh eo bet kampionez Sina, e 1988 (oadet 14 vloaz), 1991, 1995, 1999 ha 2004.
Gourfennerez e voe e Kampionad ar Bed evit ar maouezed e 2000 e New Delhi goude faezhet Masha Klinova (Israel), Ketevan Arakhamia-Grant (Jorjia), Ketino Kachiani-Gersinska (Jorjia), Corina Peptan (Roumania) hag Alisa Marić (Serbia) an eil war-lerc'h heben ; en dro ziwezhañ e c'hoarias enep he c'henvroadez Xie Jun, a zalc'has he zitl pa c'hounezas 2½-1½ er pevar c'hrogad.
Er bloaz 2000 ivez e tapas Qín Kǎnyìng an eil renk e Kampionad Azia ar Maouezed en Udaipur (Rajasthan) a-drek Hoang Thanh Trang (Viêt Nam).
Perzh a gemeras ivez e skipailh Sina da-geñver C'hoarioù Olimpek an Echedoù e 1990, 1992 ha 1994 ; bewezh e tapas ur vedalenn arem ; e 1992 e tapas ur vedalenn arem hiniennel ivez.
Dimezet eo gant ar Mestr Meur Peng Xiaomin, he gourdonour.
Ur c'hrogad bet gounezet ganti
kemmañYanjing Lu — Qín Kǎnyìng | |||
---|---|---|---|
Kampionad Sina – Suzhou, Jiangshu, 28 Meurzh 2001 | |||
1.e4 e5 |
11.c4 Me3 |
21.D x b7 Tb8 |