Rügen
Rügen (distaget [ˈʁyːgən] en alamaneg) zo un enezenn er Mor Baltel, war aod biz Alamagn. Enezenn vrasañ Alamagn eo. En em astenn a ra war 926 km² ha poblet eo gant war-dro 77 000 a dud (e 2006). Bergen auf Rügen eo ar gêr vrasañ, hag enni 14 240 annezad (e 2011). Un darn eo an enez eus Landkreis Vorpommern-Rügen.
Abaoe 1936 eo staget ouzh an douar-bras dre ur chaoser 2,5 kilometr hed anvet Rügendamm, hag en em astenn etre kêr Stralsund war an douar-bras hag an enezenn. Etre 2004 ha 2007 e oa bet savet ur pont all, ar Rügenbrücke pe Strelasundbrücke, da dreuziñ ar vrec'h-vor. Gant bagoù e c'haller mont eus Rügen da dTrelleborg e Sveden ha Klaipėda e Lituania.
Pell zo eo brudet kouronkoù hag aodoù Rügen (dreist-holl tornaodoù kleiz ledenez Jasmund a voe taolennet gant al livour Caspar David Friedrich). Hiziv ez eo al lec'h eus Alamagn a zegemer ar muiañ a douristed e-pad an hañv.
-
Binz.
-
Nationalpark Jasmund.
Pennadoù kar
kemmañ- Inizi Alamagn
- Klaus Störtebeker, ar brudetañ morlaer alaman er Mor Baltel.
- Bouyan, un enezenn vojennel eus ar folklor slav, heñvelekaet ouzh Rügen a-wechoù.
Liammoù diavaez
kemmañ- Rügen, Zeit für Uns, en alamaneg hag e saozneg
- Lec’hienn ofisiel an touristerezh e Vorpommern, e dek yezh