Skingomz

(Adkaset eus Radio)
Skingomz
industriezh, teknologiezh
Iskevrennad eusPellgehenterezhioù Kemmañ
Mare ma oa dizoloet pe ijinet1894 Kemmañ
Istorhistory of radio, timeline of radio Kemmañ
International Standard Industrial Classification code Rev.46010 Kemmañ

Istor ar radio

kemmañ
 
Ur skingomzer kozh (1950)
 
Ur skingomzer arnevez ( e 2000)
 

Ar skingomz, anvet da gentañ ar pellskriverezh hep fun, a zo bet ijinet e penn-kentañ an XXvet kantved. Er Stadoù-Unanet eo bet barnet ma oa Nikola Tesla ar c'havadenner kentañ. Hervez lod e oa ar media kentañ a oa gouest da dizhout an dud a-vilionoù.

Diaraogerien

kemmañ

Kavadenn ar radio zo un oberenn stroll, he doa kroget gant dizoloadenn ar gwagennoù tredanwarellek, gant kavadenn ar pellskriver, hag a zegouezhas da grouiñ an ardivinkoù kentañ evit kehentiñ hep fun :

  • 1841 : Samuel Morse a ijin ar pellskriver tredan. Krouet e voe ar c'hod « Morse » gant e skoazeller, Ernest Vail.
  • 1866 : kemennet eo gant Mahlon Loomis eo deuet a-benn da aozañ an treuzkas kentañ hep fun e Virginia.
  • 1883 : Krouet eo ar gorzenn c'houllo gant div elektrod pe diod gant Thomas Edison, hep dezhañ meizañ an holl c'hounidoù pe implijoù posupl anezho, en o zouez, eeunañ ar red pebeilad. Muioc'h a briz a zoug Edison ouzh implij ar red untu evit ar goulaouiñ.
  • etre1886 ha 1888 : Heinrich Rudolf Hertz a lak ar gwagennoù skingomz war wel dre an arnod « Hertz ». En e enor e vo graet gwagennoù « hertzian » anezho.
  • 1889 : Krouet eo ur ganer frekañsoù uhel gant Nikola Tesla (15KHz) ; e 1893 e lak ar c'hehentiñ kentañ dre skingomz e pleustr.
  • 1890 : Édouard Branly a zizolo ar pennreolenn treuzkas dre skinoù ha peursevel a ra an dizoloer gwagennoù kizidik kentañ, an treuzkaser skinoù a dapo anv koheror Branly, en desped an ijinour. Orin ar ger «koheror» a zo saoz, ar verb «to cohere» a sinifi stagañ... rik evel a rae ar greun bleud houarn a oa staget an eil gant egile e-barzh an treuzkaser skinoù.
  • 1891 ha 1893 : Tesla a enroll hag a vreou ar sistem hep fun Tesla (radio pellskriver) ha kempenn a ra al lamp elektronek yen.
  • 1893 : ar c'helenner Alexandre Popov eus Sant-Petersbourg, a zizolo pennaenn ar stign a aotreo liammoù dre skingomz a-bell. Diwezhatoc'h e tizolo hep teurel evezh outo efedoù ar songreskiñ hanter luc'heüs (war-dro 40 bloaz a raok kavadenn ar skingomzer).
  • 1895 : Guglielmo Marconi a arnod al liammoù hertzian kentañ en ur genkiz e Griffone en Italia hag e verk ur bazenn arouezius eus ar skinbellskriver hep fun e Salvan (Valais) en Alpoù suis, e-pad an hañv 1895.
  • 1897 : Daoust da c'hGuglielmo Marconi bezañ bet anavezet da gentañ evel kaver ar skingomz, ar pezh a vez kredet gant an darn vrasañ eus an dud hiziv c'hoazh, lezioù-barn Amerika o doa nullet brevedoù Marconi e 1943 ha prouet e oa bet Tesla kaver gwirion ar skingomz.

Prouet eo bet gant Tesla ez eo ar sinal radio ur frekañs, he deus ezhomm ur c'haser hag ur paker. Tesla en doa disklêriet daou vreved e 1897, a oa bet nullet e 1904 en erbed da vMarconi.

  • 1898 : D'an 3 a viz Eost, gant ministr ar Meurvor, e kas al letanant a vor Camille Tissot al liammoù skingomz oberiat gall kentañ war vor : 1 800 m etre ar Borda hag arouezva Porzh an Duged e Brest. Kendrec'het eo ar ministr gant labourioù Camille Tissot, a vo arc'hantet.

E miz Here Eugène Ducretet a ra ar liammañ pellskriver hertzian kentañ etre an tour Eiffel hag ar Pantheon e Pariz, pevar c'hilometr pell an eil diouzh egile. D'an 8 a viz Du, e Madison Square Garden, Tesla a ginnig patrom ar vag pellurzhiet.

An implijoù kentañ

kemmañ
 
Arnod skingomz e skol-veur New-York e 1918
  • 1899 : al letanant a vor Camille Tissot a ave ar Morlu broadel gant an THF (Treuzkas Hep Fun). Goude, savlec'h Eusa a ra treuzkasadennoù hep fun gant Morlu broadel Brest.

An arload heverk kentañ gant ar pellskriverezh hep fun eo ar diogel meurvor. E penn-kentañ an XXvet kantved, ar mordreizherioù a vez aveet gant teknik ar skinbellskriverezh.

  • Adalek 1904 : savlec'h THF Eusa, gant an igorell FFU, a gas liammoù dre skinbellskriverezh war hirder gwagenn a 600 metr gant ul lestraz a 80 mordreizher.

Al liamm kenwerzhel treuzatlantel kentañ a ya endro e 1907 etre Iwerzhon hag an Douar-Nevez.

Daou beñse brudet o deus diskouezet efedusted ar skingomz :

  • 1909 : 920 treizhad zo saveteet e-pad ar stokad République-Florida a drugarez d'an THF.

An Titanic a implij evit ar wezh kentañ ar c'hod SOS e 1912, 700 treizhad a zo saveteet gant ar vag Carpathia.

  • War-dro 1913, ar bandennoù radio kentañ rannet etre servijoù a zeu war wel.

Goude ar brezel bed kentañ, e 1918, an embregerezh Telefunken he deus krouet eur skourr anvet Transradio, a verko an istor dre ziorren an treuzkas daoudu, e 1919. Savet he deus ur savlec'h bras e Batavia, a ya en dro gant ur galloudegezh bihan.

« An Ajañs kazetennenoù Treuzmeurvor » ha « Europa Radio » an Alamaned a implij ar memes teknologiezh. Er Stadoù-Unanet, e vo roet lañs d'an « Transradio Press Service » gant Herbert Moore, staliet e New York. E Bro-C'hall, « kompagnunezh hollek an THF » a gemer perzh e-barzh « Transradio Arc'hantina », a gorvo ar c'hehentiñ dre skingomz etrebroadel.

  • 1920, ar programmoù skingomz pemdeziek kentañ a grog e Bro-Saoz (embregerezh Marconi), er Stadoù Unanet e Washington, D.C. (KDKA), e Pittsburgh, e giz en URSS.

E miz Kerzu 1921 skingomz an Tour Eiffel a skign ar sonadeg kentañ gant ur skigner 900 W a hirder gwagennoù 2650m. Roet eo lañs d'ar BBC e 1922.

E miz here 1922 embregerezh gall ar skingomz tredan a zo roet an aotre dezhi da gas da benn, d'ul live arnodek, skignañ abadennoù skingomz pemdeziek.

Adalek ar 6 a viz Du 1922 e vez aozet sonadegoù Radiola a zo o vont da lakaat ur publik ledan da zizoleiñ ar skingas. Ar skingasadennoù Radiola a zo sevenet a-drugarez d'ur post skingomz-tredan gant al labouradeg S.F.R (Kevredigezh Gall ar Skinbellgomz) e Levallois gant ur galloudegezh skingasadenn 2 gilowatt.

  • 1925 : ar radio a zo implijet evit ar wech gentañ evit ur c'houlzad evit an dilennadegoù gant Herbert Hoover.
  • 1938 : Orson Welles a skign un skingasadenn radio-gwirvoud diwar-benn un argad gant Meurzhidi, ken gwirheñvel e tiskenno ar selaouerien bennfollet er straed.

An eil brezel bed

kemmañ

E pad an eil brezel bed, labourvaoù ar vellerien a barfet un implij nevez : Ar radar diorret gant an Alamaned, ar Saozon hag an Amerikaned, n'en deus ket bet amzer da gemenn un argad nij e koulz : hini Pearl Harbor.

Ar skin-merdeiñ, gant ar goniometr emgefreek e stern kroaziet, al LORAN, ar C'HONSOL, hag an DECCA. Ar skin-brellañ, lakaet e pleustr en eur mod sistematek war Skingomz Londrez Ar c'hodiñ gant ar c'hoder brudet Enigma lestr-splujerien alamanek. An talkie-walkie a servij d'ober liammoù skingomz a-bell en ur vont war droad.

Miliadoù a skingaser-skinbaker hezoug a ave ar gweturioù, kirri-nij ha batimantoù gourc'hemenn. Ar gudenn boueta e 12V ha 24V a zo diskoulmet dre an amdroer-dro "dynamotor" pe gant amdroerien daskrenañ ha treuzfurmerioù.

Ar skingomz a servij d'ober propaganda, evel skingomz ar Reich, GroBdeutscher Rundfunk, padal e vez selaouet ar BBC e-pad ar c'heulfe, hag a dreuzkas war ar skingomz Londrez keleier kodet davet ar Resistañs. Daou lugan a zo skignet dre ar BBC : « Radio Pariz a lavar gaou, Radio Pariz a lavar gaou, Radio Pariz zo Alaman. » gant Pierre Dac. « Amañ Londrez, ar C'hallaoued a gomz d'ar C'hallaoued... » ha « galv an 18 a viz Mezheven 1940 » gwall vrudet,gant ar Jeneral De Gaulle a lako ar skingomz da vont tre en Istor.

Ar bloavezhioù 1950

kemmañ
 
Radio 1950

P'emañ gouest ar garourien skingomz da vezañ aveet gant miliadoù a gaserien hag a bakerien diglaset gant al lu, e-barzh an « dreistadoù », er « fug » en Alamagn hag e « command set » Amerika, diorren ar skingomz evit ur publik ledan a ya war-raok hag ar paker evit an holl a vez skoueriekaet.

Ur paker «  pep gwagenn » o c'holeiñ GB (Gwagennoù Bras), Gb (Gwagennoù bihan), Gbe (Gwagennoù berr) a vez e-barzh an holl diegezhioù. Ur gourheterodin eo, gant 5 pe 6 korzenn a stern reterabl diabarzh, un drobarzhell moned « pick-up » evit selaou an ervennigoù kentañ, ul lagad hud evit reizhañ fin ar frekañsoù, un dremm gant spilhenn ha sifelenn o ren ur fetisaer argemmenn klokaat, un talbenn gwiad ha koad gwerniset.

An dremm a verk anv ar chadennoù evel Radio Pariz, Pariz Inter, BBC, Radio-Luxembourg, pa vez diskouez ar chadenn rakdibabet gant ar spilhenn.

Ar pakerioù « pep red » hep treuzfurmer, zo skañvoc'h hag, a-drugarez d'ur re gorzennoù arbennik gant neudennoù a-steud dreist-holl, zo gouest da vezañ bouetaet gant ur red 110 V untu. Karterioù zo e Pariz o deus c'hoazh tredan gant ur red untu e 1950.

An tuellennoù munut a erlec'h an tuellennoù oktal, ar skingomzoù-karr zo krouet, gant un eñvoriñ ardivinkel eus ar chadennoù.

Ar skingomzer hiniennel (transistor)

kemmañ
 
Unan eus ar skingomzerioù hiniennel kentañ e 1959

Ar skingomzer kentañ gant transistor er bloavezhioù 1960, a vo anvet « transistor » gant an dud buan-tre, a ro tu da selaou ar skingomz e pep lec'h, war al lec'h vakañsiñ, er straed, war an aod, er "surboum", n'eo ket mui ar skingomz un ardivink evit an tiegezh met unan hiniennel.

Er bed micherel, an transistor a erlec'h an tuellennoù tamm-ha-tamm, ha da c'houde e vo posupl ober gant an amred enframmet, fiñvus. Istor ar skingomz a zeu da vezañ hini skingomz arnevez.

Levrlennadur

kemmañ
  • 25 blizenn d'an T.S.F, kevredigezh Frañs skingomz-dredan, Pariz 1935
  • Jean François Remonté, an bloavezhioù skingomz, L'arpenteur 1989
  • Yves Fournier ha Freddy Gardiol, Marconi ha Salvan : da c'houloù-deiz ar pellarouezierezh hep fun, dor-pluenn, Ayer 2009
  • Marc Devirnoy, « An gwagenn deus an skouflad » Memor stroll embannadur

Pennadoù kar

kemmañ

Skingomz vrezhonek