Raganv araogennek
Er yezhoniezh e vez implijet an termen raganv araogennek (saozneg: prepositional pronoun) evit komz eus raganvioù ispisial implijet evel renadenn un araogenn, da skouer:
E meur a yezh romanek, evel ar portugaleg, ar spagnoleg, an italianeg hag ar roumaneg, e klota stummoù araogennek ar raganvioù gant stummoù ar raganvioù rener met stummoù araogennek ispisial 'zo evit ar c'hentañ hag an eil gour unander (hag an trede gour emober), da skouer e portugaleg:
- Vejo-te todos os dias (raganv renadenn)
- ("Gwelet a ran ac'hanout bemdez")
- Anseio por ti (raganv araogennek)
- ("Keuz am eus dit")
E meur a yezh slavek, evel an tchekeg, ar poloneg hag ar ruseg, e vez implijet ur rakger ispsial (n-) evit merkañ raganvioù an trede gour nann-emober pa vezont implijet gant un araogenn, da skouer e ruseg:
- Я его не вижу
("Me anezhañ-GEN NAC'H gwelan" = "Ne welan ket anezhañ")
- Я это сделаю для него
("Me se rin evit eñ-GEN" = "Hen ober a rin evitañ")
Ne vez ket implijet seurt raganvioù gant an holl yezhoù, en ur ober gant stummoù all en o lerc'h evel da skouer Raganv distrollañ evel e galleg, da skouer:
- Il est avec moi
- ("Ganin emañ")
E brezhoneg hag er yezhoù keltiek all e vez implijet araogennoù displeget.