Raganv rener
Er yezhoniezh e vez implijet an termen raganv rener (saoz: subject pronoun) evit komz eus ur rumm raganvioù implijet evit ober dave da rener ar frazenn.
Klotaat a ra gant an troad nominativel er yezhoù enteuzel evel an darn vrasañ eus ar yezhoù germanek, evel da skouer an alamaneg ma vez implijet gantañ rummoù raganvioù disheñvel hervez o ferzh kevreadurezhel er frazenn: nominativel evir ar rener, akuzativel evit ar renadenn eeun ha dativel ar renadenn dieeun:
Niver | Gour | Jener | Nominativel | Dativel | Akusativel |
---|---|---|---|---|---|
Unander | 1. | ich | mir | mich | |
2. | du | dir | dich | ||
3. | Gourel | er /der | ihm | ihn | |
Benel | sie / die | ihr | sie | ||
Neptu | es /das | ihm | es | ||
Liester | 1. | wir | unser | uns | |
2. | ihr | euer | euch | ||
3. | sie / die | ihrer | sie | ||
Stumm seven | 2. | Sie | Ihrer | Sie |
da skouer:
- [Der Mann NOM] hat [dem Prinzen DAT] [den Kind AKU] gegeben
- ("[Ar gour RENER] en deus roet [ar bugel REN. EEUN] d'[ar priñs REN. DIEEUN]")
> : [Er NOM] hat [ihm DAT] [inh AKU] gegeben
- ("Roet en deus [(eñ) RENER] anezhañ [REN. EEUN] dezhañ [REN. DIEUN]")
Alies a-walc'h n'he deus ar yezh-mañ'r-yezh, al latin en o zouez, raganv-gour ebet evit an trede gour hag implijet e vez en o lec'h raganvioù diskouezañ, da skouer "hennezh", "homañ" h.a.
Yezhoù zo, en o zouez ar saozneg, ar galleg pe c'hoazh ar c'hembraeg, a rank pep verb bezañ liammet ouzh ur rener hewel (un anv-kadarn pe ur raganv) atav evit sevel frazennoù reizh, zoken e savadennoù ampersonel ma ranker ober gant brizhraganvioù hep daveenn fetis ebet, da skouer:
"Glav a ra [Ø]"
- Saozneg: "It rains"
- Galleg: "Il pleut"
- Kembraeg: "Mae hi'n bwrw glaw"
E yezhoù all, avat, e c'heller sevel frazennoù reizh hep implijout raganvioù e degouezhioù resis zo, peurliesañ pa c'heller kompren da beseurt anv e ra dave ar frazenn dre dielfennañ ar c'henarroud pe dre merkoù yezhadurel all, da skouer displegadur ar verb (gw. Amraganvelezh).
E yezhoù all c'hoazh c'heller ober hep raganvioù-gour nemet pa raent dave da rener ar frazenn (gw. Amrenererezh).