Ralph Bernet
Ralph Bernet pe Ralph, bet ganet e 1927 e Marselha (Bouches-du-Rhône, Bro-C'hall), a zo bet un azasaer/saver pozioù, ur c'haner ha sonaozer gall.
E vuhez
kemmañRust e voe e vugaleaj ha ne chomas er skol nemet betek e zek vloaz. A-viskoazh e oa bet troet-mat gant ar c'hanaouennoù ha setu mard eas da ganer ar straedoù. N'en deveze ket aon rak kousket dindan an amzer na rak laerezh evit bevañ-bevaik. Goude bezañ kanet ez-yaouank e leurennoù tavernioù ar gCanebière e tegouezhas e 1943 e Pariz ma yeas da goarer boteier er Champs-Élysées hag e Saint-Germain-des-Prés. E 1947 e voe kaset da Offenburg (Alamagn) d'ober e goñje, er memes kazarn a zegemero Johnny Hallyday e 1964. Distro e Pariz e 1949 e krogas Bernet da sevel kanaouennoù ha dont a reas Robert Ripa (1919-2005) da vezañ e gentañ kliant gant Trop galant e 1957. E 1962 e voe azasaet Don't Play That Song (You Lied)[1] gantañ e galleg — Pas cette chanson — evit... Johnny Hallyday. E-giz-se e krogas ur c'henlabour a c'hwec'h sonenn ha hanter-kant gant Hallyday, en o zouez Excuse-moi partenaire (Cuttin' In) ha L'Idole des jeunes (Teen Age Idol).
Estroc'h evit Hallyday a dennas splet eus e zonezonoù dre ma savas naontek kanaouennoù evit Eddy Mitchell ivez : roet e voe ul lusk nevez da vicher ar c'haner gall gant Toujours un coin qui me rappelle ((There's) Always Something There to Remind Me), Si tu n'étais pas mon frère ha Société Anonyme peurgetket.
Ha tamm-ha-tamm e teuas a-benn da genlabourat gant an darn vrasañ eus arzourien brudet pe vrudetoc'h ar bloavezhioù '60 ha '70 :
- Richard Anthony, Hugues Aufray,
- Lucky Blondo, Frida Boccara, Mike Brant,
- Éric Charden, Karen Cheryl, Christophe, Petula Clark, Annie Cordy,
- Dalida, Jacqueline Dulac,
- Franck Fernandel, Claude François,
- France Gall, Danyel Gérard,
- Julio Iglesias,
- Marie Laforêt, Gloria Lasso, Herbert Léonard, Les Surfs, Long Chris,
- Gilles Marchal, Guy Mardel, Mireille Mathieu, Monty, Dario Moreno, Nana Mouskouri,
- Marjorie Noël,
- Régine, Line Renaud, Dick Rivers, Romuald,
- Théo Sarapo, Michel Sardou, Sandie Shaw, Sheila, Stone,
- Patrick Topaloff, Michèle Torr,
- Sylvie Vartan, Hervé Vilard,
- David Alexandre Winter...
Gant ar sonenn Butterfly an hini eo, kanet gant Danyel Gérard e 1971, e teuas brud dezhañ er bed a-bezh avat.
Hervez Richard Louapre[2] ez eo tri mil kanaouenn a vefe bet azasaet/krouet gant Ralph Bernet, bet tapet teir Fladenn aour ha pevar-ugent gantañ. Nav sonenn warn-ugent gant The Beatles a vefe bet azasaet ivez.
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Krouet e saozneg gant Ahmet Ertegün & Betty Nelson.
- ↑ DANNY BOY L'influent de la scène, Camion Blanc Eds, miz C'hwevrer 2009.