Redadegoù kirri
Redadegoù kirri a zo ur sport e-lec'h ma vez blenierien o redek etrezo war girri hag a vez aozet war an hentoù pe en ur redva kirri.
Meur a ziskiblezh a zo e redadegoù kirri, an hini brudetañ o vezañ ar Formulenn 1, war girri un-plas ha troiadoù serret. E Stadoù-Unanet eo an NASCAR hag an IndyCar ar re vrudetañ. En Andur, ar redadeg vrudetañ a zo 24 eurvezh ar Mañs e Bro-C'hall. War hentoù e vez redet kevezadeg bed ar rallioù (gant ralli kirri Monte-Carlo krouet e 1911), ar ralli kerc'hadenn gant Ralli Dakar.
Istor
kemmañE-keit ma voe ijinet ar c'hirri-tan e voe aozet redadegoù etre ar c'hirri-se. Ar genstrivadeg kentañ a voe aozet d'an 28 a viz Ebrel 1887 e Pariz etre pont Neuilly ha koad Boulogne (2 gilometr neuze) gant an aotrou Fossier, embanner Le Vélocipède. Gounezet eo bet gant Georges Bouton war e zDe Dion-Bouton en doa savet e-unan sikouret gant ar c'hont Albert de Dion. Ret eo lavarout ne oa ket ur gwir redadeg abalamour ma oa Bouton ar c'hevezer nemetañ o klask tapout ar maout.