Remorques
Remorques zo ur film-drama, sevenet gant ar filmaozour gall Jean Grémillon, hag a oa deuet er-maez d'an 27 a viz Du 1941.
Azasaet e oa bet ar senario gant André Cayatte, Jacques Prévert (evit ar perzh a sell ouzh an divizoù peurgetket) ha Charles Spaak, diwar ar romant Remorques gant Roger Vercel (1935).
Kas ar film-mañ da benn ne voe ket tra aes, na tost. Kroget e 1939 ne voe echuet nemet e miz Gwengolo 1941, dreist-holl peogwir e oa bet galvet Jean Grémillon dindan an armoù, evel ar pennaktour Jean Gabin, a oa er morlu e Cherbourg. An Eil Brezel-bed eo ivez a reas da zarempredoù etre Gabin ha Michèle Morgan terriñ : aet e oa-hi d'ar Stadoù-Unanet hag eno e timezas e 1942 d'an aktour stadunanat William Marshall.
Ur vutunenn ha pevar-ugent e badelezh, kroget e oa bet da dreiñ darvoudoù diavaez Remorques e Brest ha war Aod ar Vougo (Gwiseni) kerkent ha miz Gouere 1939. Adkroget e voe gant an darvoudoù diabarzh adalek an 11 a viz Eost e studioioù Boulogne-Billancourt betek ma tisklêrias Bro-C'hall ar brezel da Alamagn e penn kentañ miz Gwengolo.
An danvez
kemmañTra m'emañ o lidañ eured unan eus e vartoloded ez eo ret da André Laurent, kabiten ar ramoker Cyclope, mont war sikour al lestr-karg Mirva o lezel ar wreg-nevez hag e wreg Yvonne war e lerc'h. Houmañ, kuzhet he c'hleñved bras ouzh he gwaz, a fellfe dezhi e tilezfe-eñ e vicher evit gwir.
Antronoz veure e tistro ar Cyclope d'ar porzh, ar Mirva stag outañ ha war e vourzh Catherine, gwreg ar c'habiten a gouezho André e karantez ganti. Da gCatherine, deuet da vezañ e wreg kleiz, e kinnig André mont kuit gantañ pa denn Yvonne he huanad diwezhañ entre e zivrec'h.
Koll a ra André Laurent div vaouez e vuhez war un dro dre ma ya Catherine diwar e dro da-heul.
Roll ar gomedianed pennañ
kemmañ- Michèle Morgan : Catherine,
- Jean Gabin : André Laurent,
- Madeleine Renaud : Yvonne Laurent, gwreg André,
- Fernand Ledoux : Kerlo, ar bousouin,
- Jean Marchat : Marc, gwaz Catherine,
- Jean Daste : an oberier radio.
Da-geñver Remorques e oa bet bodet Gabin ha Morgan adarre, tri bloavezh goude ma voe deuet er-maez Le Quai des brumes gant Marcel Carné. Ret e vo dezhe gortoz betek 1952 a-raok treiñ asambles a-nevez e-barzh La Minute de vérité gant Jean Delannoy.
O c'hoari roll bihan ur martolodod en devoe tro Robert Dhéry d'en em ziskouez evit ar wech kentañ en ur film sinema hir. Da-heul ar brezel e vo krouet ar strollad fentigellourien droch Les Branquignols gantañ, a-gevret gant e wreg Colette Brosset.