Reter-Kreiz
(Adkaset eus Reter Krenn)
Ar Reter-Kreiz (en arabeg الشرق الأوسط, en hebraeg המזרח התיכון, e saozneg Middle East) zo ur ger a orin saoznek a ya d'envel evit Europeiz, Amerikaned hag Afrikaned, un tolead bevennet gant glann reter ar Mor Kreizdouar hag an harzoù etre Iran diouzh un tu, Pakistan hag Afghanistan diouzh an tu all.
Emañ ar rannved-se en Azia dreist-holl met a-wezhioù e vez lakaet Afrika an Hanternoz hag Afghanistan e-barzh.
Ar “Reter-Kreiz Vras”
kemmañAn droienn-mañ a oa bet degaset e 2004 gant Stadoù Unanet Amerika da geñver emvod uhel ar G8 evit ober anv eus broioù eus ar bed muzulman stag e doare pe zoare ouzh ar Reter-Kreiz, evel Afghanistan ha Pakistan. Lakaet e vez e-barzh ar C'haokaz ivez a-wechoù.