Rexurdimento eo an anv a reer e galizeg eus ur mare en istor Galiza, en XIXvet kantved. Ur mare adsevel e voe evit ar galizeg, war dachenn al lennegezh, hag ivez war an tachennoù sevenadurel ha politikel, goude ur mare a anver séculos escuros ("kantvedoù teñval"), pa oa an tu-kreñv gant ar spagnoleg e Galiza, war an holl dachennoù. Keñveriañ a c'haller ar Rexurdimento e Galiza gant ar Renaixença e Katalonia.

Rosalía de Castro, skrivagnerez pennañ ar Rexurdimento.

Da vare ar romantelezh e teuas nerzh en-dro d'ar yezhoù komzet e ledenez Iberia, e-kichen ar spagnoleg ofisiel. Taolet e voe pled ouzh talvoudegezh ar yezhoù-se hag ouzh sevenadurioù rannvroioù Spagn. E Galiza e oa deuet ar spagnoleg da vezañ ar yezh muiañ-komzet gant ar renkadoù uhel hag er c'hêrioù bras, tra ma oa deuet ar galizeg da vezañ ur yezh hep nemeur a sked, komzet war ar maez dreist-holl.

Eus ar mare tremen etre ar séculos escuros hag ar Rexurdimento e reer ar Prerrexurdimento. Goude ar stourm ouzh armeoù gall Napoleon, pa oa bet broudet an dud d'en em sevel ouzh an enebour gant skridoù galizek, e kreskas an emskiant e oa Galiza ur vro distro ha pell diouzh ar peurrest eus Spagn. D'ar mare-se en em lakaas un nebeud lenneien da soñjal ne c'hallje Galiza mont war-raok nemet gant un emskiant kreñvoc'h eus he dibarder, un emskiant rannvroel pe broadel. E-touez kelennerien skol-veur Santiago de Compostela e oa un toullad tud a soñje evel-se.

E 1853 e voe embannet al levr kentañ skrivet e galizeg abaoe deroù an XIXvet kantved, A gaita galega, gant Xoán Manoel Pintos. Embannadur al levr-se a verkas ur bazenn a bouez evit unvaniñ doare-skrivañ ar galizeg. Skrivagnerien all a skrivas e galizeg ivez, evel Manuel Murguía, ha degemeret mat e voe o skridoù.

Ar Rexurdimento ent-strizh avat ne lakaer da gregiñ nemet e 1863, pa voe embannet Cantares Gallegos, barzhonegoù skrivet e galizeg gant Rosalía de Castro. Al levr-se a verk deroù ar Rexurdimento da vat, rak berzh a reas. Goude-se e voe embannet skridoù all e galizeg, kelaouennoù, evel O Tío Marcos da Portela (1876–1889), ha levrioù gant skrivagnerien evel Rosalía de Castro, Manuel Curros Enríquez, Eduardo Pondal pe Valentín Lamas Carvajal, hag a voe brudet d'o zro.

Diwar ar skridoù-se e teuas nerzh d'an emskiant broadel gant tud Galiza. Goude e teuas ur mare all, gant skrivagerien yaouankoc'h, dezho doareoù nevesoc'h, e deroù an XXvet kantved, ha gant an Irmandades da Fala.

Liamm diavaez kemmañ