Rhun fab Urien
Rhun fab Urien, pe Rhun Ryfeddfawr (dibenn ar VIvet kantved - deroù ar VIIvet kantved), a oa mab da Urien Rheged (wd. 550-90), roue Rheged en Hen Ogledd.
Tri breur en doa: Owain, Rhiwallon ha Pasgen. Owain, ar mab henañ, an hini a voe roue war-lerc'h o zad, pa voe lazhet en emgann ouzh ar Saozon. Barzhonegoù a voe savet gant ar barzh Taliesin da Urien hag Owain, met hini ebet da Rhun.
Istor
kemmañUn nebeudig traoù a ouzer diwar e benn. Testeniekaet eo e anv evel mab da Urien. Krediñ a reer eo-eñ an hini eo ar Run map Urbag(h)en a zo anv anezhañ en Annales Cambriae hag an Historia Brittonum (pennad 63), hag a gemeras perzh e badeziant Edwin, roue Northumbria, er bloaz 627, pa zivizas ar roue dont da vout kristen. Hogen, netra sur war ar poent-se.
Hervez an istorour saoz Beda Venerabilis eo Rhun an hini e vije an eskob Paulinus.
Levrlennadur
kemmañ- Rachel Bromwich, Trioedd Ynys Prydein, Gwasg Prifysgol Cymru, 1961; adembannet e 1991. Triad 78.