Robert McLiam Wilson

Robert McLiam Wilson (ganet d'ar 24 a viz C'hwevrer 1964 e Béal Feirste, Iwerzhon) a zo ur skrivagner iwerzhonat. Hiziv an deiz emañ o chom e Pariz (Bro-C'hall).

Studier eo bet e skol-veur Cambridge (Bro-Saoz), e studioù a zilezas hag e-pad ur pennad en em gavas hep ti nag aoz. Ar prantad diaes-se a levezonas e vuhez koulz hag e oberenn.

McLiam Wilson en deus skrivet tri romant : Ripley Bogle (1989), Manfred's Pain (1992) hag Eureka Street (1996). E-barzh Ripley Bogle e kont buhez un den hep ti nag aoz e Londrez. Gant al levr-se e c'hounezas daou briz : Rooney Prize ha Hughes Prize e 1989, hag ivez daou all e 1990 : Betty Trask Award hag Irish Book Award.

Eureka Street a zo diazezet war vuhez daou vignon eus Belfast, an eil o vezañ katolik, egile o vezañ protestant, nepell goude arsav-brezel IRA e 1994. Gant ar romant-se e c'hounezas ur Belfast Arts Award for Literature. Lakaet e voe da film skinwel gant BBC ha skignet e 1999. Skrivet en deus ivez ul levr diwar-benn ar baourentez, The Dispossessed (1992) e ditl, ha meur a deulfilm en deus savet evit BBC. E 2003 e voe lakaet war roll romantourien yaouank gwellañ Breizh-Veur (Best of Young British Novelists) gant kazetennerien ar gelaouenn Granta, daoust ma n'eo ket puilh e oberenn. Emeur o c'hortoz ma vo embannet e levr nevez, The Extremists e ditl.

E oberenn e saozneg

kemmañ
  • Ripley Bogle, embannet gant  André Deutsch, 1989
  • Manfred's Pain, embannet gant   Picador, 1992
  • The Dispossessed   (skrivet asambles gant Donovan Wylie), embannet gant   Picador, 1992
  • Eureka Street, embannet gant   Secker & Warburg, 1996

Liamm diavaez

kemmañ
  • [1] Blog Robert McLiam Wilson (e saozneg) war lec'hienn Mediapart