Rodrigo d'Aragona
Rodrigo Aragon, pe Rodrigo d'Aragona en italianeg, (Roma, 1 a viz Du 1499 – Bari, 1512) a oa ur priñs italian ha Dug Bisceglie, marve da drizek vloaz.
E vuhez
kemmañBugeliezh
kemmañMab e oa da Alfonso d'Aragona, dug Bisceglie, mab bastard d'ar roue Alfonso II Naplez, ha da Lucrezia Borgia, merc'h d'ar pab Alesant VI. Anv he zad a fellas da Lucrezia reiñ d'he mab. Badezet e voe ar bugel d'an 11 a viz Du 1499 e San Pietro. Ar c'hardinal Carafa a voe paeron dezhañ.
Lucrezia ne oa nemet ur pezh er c'hoari echedoù politikel kaset gant he zad hag he breur Cesare Borgia. Dimezet e oa bet a-raok da Giovanni Sforza, met dizimezet e voe buan, evit hec'h addimezién da Alfonso, a voe lazhet e Roma, gant Cesare Borgia, pe war e urzh.
Neuze e voe addimezet da Alfonso Iañ d'Este. Duged Este avat a felle dezho e teuje Lucrezia da Ferrara evel "sposa vergine" (pried gwerc'h). Kement-se a dalveze dispartiañ ar vamm diouzh he mab;
E 1501 e voe fiziet ar mab da Francesco Borgia, kardinal Cosenza. Lucrezia a guitaas ar Vatikan d'ar 6 a viz Genver 1502; ha ne welas ket he mab ken. N'hallas nemet skrivañ d'an tutor ken.
Pell diouzh e vamm
kemmañPa varvas e dad-kozh Alesant VI e voe kaset ar bugel Rodrigo d'ar c'h- Castel Sant'Angelo gant e gendirvi, besterd Cesare Borgia.
Ali a roas Francesco Borgia da Lucrezia da leuskel he mab da vont da Spagn, ma veije e surentez. Met Lucrezia a fellas dezhi e vije savet ar bugel e Naplez, e-kichen e dad-kozh, Alfonso d'Aragona.
E 1506 e klaskas Lucrezia en em glevout gant Isabella evit adwelout he mab e santual Loreto, met ne deuas ket a-benn eus he zaol.
E varv
kemmañKleñvel ha mervel a eure Rodrigo da drizek vloaz e Bari. Ken glac'haret e voe Lucrezia gant ar c'heloù ma'z eas da repuiñ d'ar gouent San Bernardino ma chomas miz. Pell amzer e voe o klask kaout hêrez he mab ha ne deuas ket a-benn a-raok 1518.
Notennoù
kemmañ- ↑ Maria Bellonci, Lucrezia Borgia, Milano, Mondadori, 2011. ISBN 88-04-45101-3