Roer zo anv un departamant gall krouet e 1795 en Alamagn hag en Izelvroioù, pa voe aloubet ar c'horn-bro-se gant ar C'hallaoued. Savet eo anv an departamant diwar hini ar stêr Roer (pe Rur en alamaneg).

Departamantoù gall en Alamagn, er c'hornôg d'ar Roen, e 1812.

Savidigezh an departamant

kemmañ

Savet e oa departamant ar Roer diwar:

Aachen (Aix-la-Chapelle e galleg) e oa ar pennlec'h. Pevar arondisamant a oa (e 1812) :

War-lerc'h ma voe faezhet Napoleon e 1814, e voe rannet an departamant etre Rouantelezh an Izelvroioù (lez kleiz ar stêr Meuse hag un tamm douar a-hed al lez dehoù, enni Gennep, Tegelen ha Sittard, (bremañ e Limburg en Izelvroioù), ha Rouantelezh Prusia (proviñs Jülich-Kleve-Berg, bremañ e Nordrhein-Westfalen, Alamagn).

  • Sabine Graumann, Französische Verwaltung am Niederrhein. Das Roerdepartement 1798-1814, Essen 1990