Roger Gicquel zo bet ganet d’an 22 a viz C'hwevrer 1933 e Thiers-sur-Thève e departamant an Oise ha marvet d'ar 6 a viz Meurzh 2010 e Plouhern. Kazetenner ha kinniger evit ar skinwel gall. Ur wech distroet da Vreizh goude ma oa bet war ar vicher a ginniger e oa en em lakaet da skrivañ levrioù ma santer mat eo tomm ouzh e vro-Vreizh.

Red-vicher

kemmañ

Roger Gicquel, bet kinniget gantañ ar c’heleier war TF1 eus 1975 da 1980, zo bet kazetenner da gentañ-penn gant ar gazetenn "Parisien Liberé", e Normandi, e-pad seizh vloaz. Goude m’en doa graet anaoudegezh gant Roland Dhordain, patrom ur chadenn skingomz, e oa bet oc’h ober un taol-esae e Pariz a-raok erlerd’hiañ ar c’hazetenner Raymond Mockel, ur c’hazetenner arroutet anezhañ, evit kinnit ar c’heleier diouzh an noz. Selaouet e veze gant mamm Jacqueline Baudrier ha gant-se e voe fiziet ennañ kinnig an dibab pennadoù da 8e30 vintin war France Inter. Deuet e oa an abadenn-se da vezañ un egorenn ma ne veze netra da rebechiñ d'al liezegezh.

Goude tarzhadenn an ORTF e 1974 e voe lakaet Roger Gicquel da ginnig ar c’heleier da 8 eur noz, daoust ma n’en doa ket skiant-prenet war an dachenn-se. Hennezh, skoazellet gant Emmanuel de la Taille, a oa deuet a-benn da vezañ trec’h war e from.

Goulennet e oa bet digantañ gant TF1 personelaat ar c’heleier. Tra ma oa krog da vezañ kevezerezh gant TF1 hag Antenne 2 e oa ret lakaat an dud da anavezout ar c’heleier. Bemnoz e kroge Roger Gicquel da ginnig ar c’heleier gant ur pennad-stur ma roe e ali war pep tra pe dost. Daoust ma seblant bezañ diamzeret personelaat ar c'heleier evel-se e veze sellet pe selaouet Roger Gicquel bemnoz gant milionoù a Frañsizion met hegazet e veze an dud gant e zoare da welet an traoù : « lavarout a raen e c’halljemp kregiñ ar c'heleier en ur gomz eus ur barr-reverzi e delta ar Ganga, ha pa ne vije skeudenn ebet da ziskouez, kentoc'h eget komz diwar-benn ganedigezh ur balum en unan eus parloù-al-loened Tokyo

Goude bezañ kinniget ar c’heleier e-pad bloavezhioù e labouras Roger Gicquel war postoù a bep seurt a-raok kuitaat ar chadenn e 1986, dres d'an ampoent ma oa deuet da vezañ ur chadenn brevez. Buan-tre e voe adkavet war France 3 Ouest ma kinnige an abadenn “En flânant", ur magazin a lakae war wel ur Vreizh nebeut anavezet peurliesañ gant an dud. E-pad pemp bloavezh e voe skignet an abadenn-se, bezet 182 abadenn ha 1200 den pedet en holl. Roet e veze tro da lakaat war wel kaerderioù ur rannvro eus Frañs met ivez he vilderioù (saotradur, kêraozouriezh).

Goude bezañ labouret hir dermen war ar vicher a gazetenner hag a broduer skinwel en doa dibabet Roger Gicquel e 1997 mont d'ober e annez e-kichen ar Renk hag abaoe ne baouez ket da glask donoc'h perak e laka ar stêr-se tan ennañ.

Skrivet en deus bet ur gronikenn ivez e-barzh Le Peuple Breton, kelaouenn Unvaniezh Demokratel Breizh.


Oberennoù

kemmañ
  • Des virages et des hommes, 1981, a-zivout ar Formulenn 1
  • Pilotes de grands chemins, Michel Vincent, 1984
  • Comment le dire?, Le Cherche-Midi, 1990, barzhaz kentañ
  • Tous les chemins mènent en Bretagne, Ramsay, 1997
  • Île de Sein l'éternelle résistante, Apogée, 1998
  • La Violence et la peur, France-Empire, 1978
  • La Côte d'Émeraude, Actes Sud, 2000
  • La Rance, de rives en îles, de cales en ports, Ouest-France, 2003
  • Retourné, Skol Vreizh, 2006, eil barzaz
  • Croisières et escales en Bretagne, Ouest-France, 2007

Gwelet ivez

kemmañ

Patrom:Porched skinwel