Gwener ha Kupidon

taolenn gant Diego Velázquez
(Adkaset eus Rokeby Venus)
Gwener ha Kupidon
Diego Velázquez, 1648
eoullivadur war lien
122,5 × 175 cm
National Gallery, Londrez
Londrez

Gwener ha Kupidon zo un eoullivadur, 122,5 cm x 175 dezhañ, graet etre 1644 ha 1648 gant al livour spagnol Diego Velázquez, hag anavezet e spagnoleg evel La Venus del espejo ("Venus ar melezour" ; The Toilet of Venus, The Rokeby Venus e saozneg).

Emañ war ziskouez en National Gallery Londrez.

An daolenn

kemmañ

Emañ an doueez Gwener, doueez ar gened, en he noazh hag en he gourvez o sellout outi hec'h-unan er melezour dalc'het gant he mab Kupidon, doue ar garantez.

Ral e oa livañ korfoù noazh e Spagn en amzer Velázquez p'edo an Inkizision war ziwall

E gwirionez e welomp he dremm peogwir emañ o sellout ouzh an den a zo o sellout outi.

Un daolenn hep he far eo dre ma'z eo ar poltred nemetañ eus ur vaouez en he noazh gant Velázquez, ha ma ne oa bet nemet div daolenn a-seurt-se, en holl d'an holl, e-pad ar XVIIvet kantved e Spagn.

Pennad kar

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ