Roll priedoù Rouaned Bro-Saoz

Wikimedia roll
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !

Priedoù Rouaned Bro-Saoz eo ar priñsezed a zimezas da Rouaned Bro-Saoz ; lod anezho a voe kurunennet.

Betek an aloubadeg norman e Bro-Saoz (924-1066)

kemmañ
Poltred Anv Deiziadoù Pried Evezhiadennoù
 
Ælfgifu Shaftesbury
(marvet en 944)
e-tro 939 – 944 Edmund Iañ Merc'h da Wynflæd, dimezet da Edmund Iañ war-dro e anvidigezh da roue, en 939. Daou vab o doe, Eadwig hag Edgar Peoc'hgar.
 
Æthelflæd Damerham
(marvet etre 962 ha 991.
944 – 946 Edmond Iañ Merc'h d'an ealdorman Ælfgar, dimezet da Edmund en 944. Bugel ebet dezho. Goude marv ar roue, addimezet d'an ealdorman Æthelstan Rota.
 
Poltred faltaziek Ælfgifu.
Ælfgifu
(marvet etre 966 et 975 ?)
955 – 958 Eadwig Merc'h da Æthelgifu, dimezet da Eadwig awar-dro e anvidigezh da roue, met torret e voe o eured gant an arc'heskob Oda Canterbury.
 
Poltred faltazius Ælfthryth.
Ælfthryth
(marvet entre 999 et 1001)
964/965 – 975 Edgar Peoc'hgar Merc'h d'an ealdorman Ordgar, dimezet da Edgar en 964 pe 965, goude marv he fried kentañ, an ealdorman Æthelwald. Kurunennet e Bath e 973 . Daou vab o doe, en o zouez Æthelred.
 
Ælfgifu
(marvet a-raok 1002 ?)
e-tro 985 – a-raok 1002 Æthelred le Malavisé Merc'h d'an ealdorman Thored, dimezet da Æthelred war-dro kreiz ar bloavezhioù 980. Dek bugel o doe, en o zouez ar roue Edmond Côte-de-Fer hag ar briñsed Æthelstan hag Eadwig. Argaset e voe pe mervel a eure a-raok 1002, pa addimezas Æthelred.
 
Poltred faltaziek Emma Normandi.
Emma Normandi
(war-dro 984 – 1052)
1002 – 1013
1014 – 1016
Æthelred II Merc'h da Richarzh Iañ (dug Normandi) ha Gunnor ; dimezet da Æthelred e 1002. Tri bugel dezho : ar roue Edward ar C'hofesour, Alfred ha Godgifu.
 
Ealdgyth
(marvet goude 1016)
1016 Edmund Iañ Intañvez an thegn Sigeferth (thegn) (marvet e 1015), dimezet da Edmond en 1015. Daou vugel o doe Edward an Harluad hag Edmond.
 
PPoltred faltaziek Emma Normandi.
Emma Normandi
(war-dro 984 – 1052)
1017 – 1035 Knut Veur Intañvez Æthelred II Gwallguzul, addimezet d'ar roue Knut en 1017. Daou vugel dezho, Hardeknut ha Gunhild.
 
Poltred faltaziek Edith Wessex.
Edith Wessex
(a-raok 1027 – 1075)
1045 – 1066 Edward Merc'h d'ar c'hont Godwin ha Gytha Thorkelsdóttir ; dimezet da Edward e 1045. Bugel ebet.
 
Edith Mercia
(marvet goude 1066)
1066 Harold Godwinson Merc'h d'ar c'hont Ælfgar, dimezet da Harold goude marv he fried kentañ, ar priñs kembreat Gruffydd ap Llywelyn, e 1063. Mamm unan (da vihanañ) eus mibien Harold, anvet Harold ivez.

Ar rouaned norman (1066-1154)

kemmañ
Poltred Anv Deiziadoù Pried Evezhiadennoù
 
Delwenn da Vatilda Flandrez.
Matilda Flandrez
(war-dro 1031 – 2 Du 1083)
1066 – 1083 Gwilherm an Alouber Merc'h da gont Flandrez Baudouin V Flandrez}} ha da Adèle de France, dimezet da Wilherm en 1050 pe 1051. Eizh bugel o doe : Robert Courteheuse, Richard, Guillaume le Roux, [[Herri Iañ (Bro-Saoz), Adélaïde, Cécile, Constance hag Adèle. Kurunennet d'an 11 Mae 1068.
 
Poltred faltaziek Matilda Bro-Skos.
Matilda Bro-Skos
(1080 – 1 Mae 1118)
1100 – 1118 Herri Iañ (Bro-Saoz) Merc'h da Malcolm III, roue Bro-Skos, ha da Marc'harid Wessex, dimezet da Herri d'an 11 a viz Du 1100, ha kurunennet en deiz-se ivez. Daou vugel o doe: Matilda Bro-Saoz ha William Adelin.
 
Poltred faltaziek Adélaïde Louvain.
Adélaïde de Louvain
(war-dro 1103 – 23 Ebrel 1151)
1121 – 1135 Herri Iañ (Bro-Saoz) Merc'h da gont Louvain Godefroid Iañ Louvain hag Ida de Chiny, dimezet da Herri d'ar 24 Genver 1121, ha kurunennet d'an 30. Bugel ebet n'o doe. Goude e varv ec'h addimezas d'ar c'hont Guillaume d'Aubigny.
 
Poltred faltaziek Mathilde Boulogne.
Mathilde Boulogne
(war-dro 1103 – 3 Mae 1152)
1135 – 1152 Steven Bro-Saoz Merc'h da gont Boulogne Eustache III Boulogne ha da Mari Bro-Skos (1082-1116), dimezet da Steven en 1125 ha kurunennet d'an 2 Meurzh 1136. Pemp bugel o doe, en o zouez Eustache IV Boulogne, Guillaume ha Marie Boulogne.
 
Poltred Jafrez V, kont Anjev, war e vez.
Jafrez V
(24 Eost 1113 – 7 Gwengolo 1151)
1141 Matilda Bro-Saoz Mab da kont Anjev Foulk V ha da Erembourg du Maine, dimezet da Matilda d'ar 17 Mezheven 1128. Tri bugel o doe : Herri II, Jafrez VI ha Gwilherm Anjev. e wreg a voe anavezet evel « dame des Anglais » e-pad an Anarchie anglaise.