Roll rouaned vojennel Sveden

Rouaned vojennel Sveden (Svedeg: sagokonungar, sagokungar, ger ha ger: "rouaned ar saga") a oa renerien Sveden hag ar Sveded a oa a-raok Erik an Trec'her hag Olof Skötkonung, ar rouaned svedat koshañ testeniekaet. Ha mojenn ul lod ag ar rouaned a c'hall bezañ un istor kaeraet eus pennoù ur meuriad d'ar mare-se. Da skouer emañ Hygelac hag a oa ur roue a veve er VIvet kantved sur a-walc'h rak e anv a vez kavet e mammennoù frank, saoz, danat hag islandat. Neoazh e chom dibosubl gwiriekaat ar peurvrasañ anezho zbalamour d'un diouer a vammennoù. Ar vonarkiezh svedat a azaouez Erik an Trec'her evel roue kentañ Sveden.

"Yngvi-Frey o sevel azeuldi Uppsala" (1830) gant Hugo Hamilton. Yngvi-Frey a zo ur roue svedat eus tiegezh Yngling, mab-bihan Odin ha diazezer Uppsala hervez ar Sagaioù.

E roll rouaned Sveden er grennamzer e vez taolennet Olof Skötkonung evel roue kentañ an aliesañ, roue kristen kentañ hag an hani kentañ en devoa kognet moneiz. Ar rouaned koshoc'h zo testeniekaet er sagaoù islandat hogen dislavarioù zo etre barzhonegoù ha gwengelioù skrivet etre an XIvet hag an XIIIvet kantved, meur a gantved goude an darvoudoù kontet. Hiziv n'eo ket aes ober an diforc'h etre ar perzh a za eus an istor hag ar perzh a zo mojennel, neuze e vez gwelet an holl danvez evel mojennoù betek-henn. An tiegezh koshañ, an Yngling-ed, a c'hall bezañ ur perzh ijinet penn-da-benn da lezennekaat an tiegezhioù hag ar renerien a heulias hag a lâre e tiskennent eus an Yglinged. Kalzig a rouaned o dije gallet ren e-pad mare an divroadegoù (375–550) ha mare Vendel (c. 550–790), daoust ma ne soñjer ket e oa ensavadurioù politikel kreizennet e Skandinavia a-raok deroù an Oad Vikingat.

Rouaned vojennel Sveden a heulia tri ziegezh a bennoù: tiegezh Yngling hag a lavar diskenn eus doue Odin, tiegezh Ivar Vidfamne hag en devoa aloubet Sveden ha skarzhet an Ynglinged, ha tiegezh Munsö, a zeuas goude tiegezh ar Vidfamned. Ar rouaned diwezhañ zo azaouezet ezel tiegezh Munsö gant ar sagaioù islandat; Erik an Trec'her, Olof Skötkonung, Anund Jakob hag Emund er c'hozh, a oa rouaned gwirvoudel daoust ma ne dalve ket e oa gwirvoud o hendadoù. Mammennoù german kempred eus an IXvet-XIvet kantved, evel danevelloù-skrid Adam Bremen ha Rimbert, a zislavar bezañs tiegezh rouaned Munsö d'ar mare-se.

Tiegezh Yngling

kemmañ
 
Dag ar Fur, skeudennet gant Gerhard Munthe (1899)
  • Odin ar c'hozh (Norseg: Óðinn; Svedeg: Oden) – diazezer al lignez roueel; anavezet gant an dudenn eus ar vitologiezh norzhek gant ar memes anv.
  • Njord ar pitod (Norseg: Njörðr; Svedeg: Njord, Njärd) – mab Odin; anavezet gant tudenn mitologiezh norzh memes anv anezhoñ.
  • Yngvi-Frey (Norseg: Yngvi-Freyr; Svedeg: Yngve-Frej, Yngve Frö, Frö) – mab Njord; anavezet gant tudenn mitologiezh norzh memes anv anezhoñ. Diazezer Gamla Uppsala. Roet en deus e anv da diegezh an Ynglinged.
  • Fjölnir (Norseg: Fjölnir; Svedeg: Fjölner, Fjölne) – mab Yngvi-Frey.
  • Sveigder (Norseg: Sveigðir; Svedeg: Svegder, Svegde) – mab Fjölnir.
  • Vanlande (Norseg: Vanlandi; Svedeg: Vanlande, Vanland) – mab Sveigder.
  • Visbur (Norseg: Vísburr; Svedeg: Visbur, Visburr) – mab Vanlande.
  • Domalde (Norseg: Dómaldi, Dómaldr; Svedeg: Domalde) – mab Visbur.
  • Domar (Norseg: Dómarr; Svedeg: Domar) – mab Domalde.
  • Dyggvi (Norseg: Dyggvi; Svedeg: Dyggve, Dygve) – mab Domar.
  • Dag the Wise (Norseg: Dagr Spaka; Svedeg: Dag den vise) – mab Dyggvi.
  • Agne Skjálfarbondi (Norseg: Agni Skjálfarbondi; Svedeg: Agne Skjalfarbonde) – mab Dag.
  • Alaric (Norseg: Alrekr; Svedeg: Alrik, Alrek) ha Eric (Norseg: Eiríkr; Svedeg: Erik) – mab Agne.
  • Yngvi (Norseg: Yngvi; Svedeg: Yngve) and Alf (Old Norse: Álfr; Swedish: Alf) – mab Alaric.
  • Hugleik (Norseg: Hugleikr; Svedeg: Hugleik, Huglek) – mab Alf.
    • Haki (Norseg: Haki; Swedish: Hake Hednasson) – Roue danat a aloubas sveden.
  • Jorund (Norseg: Jörundr; Svedeg: Jorund, Jörund, Järund, Eorund) – mab Yngvi ha kenderv Hugleik;
  • Aun ar c'hozh (Norseg: Aun hinn gamli; Svedeg: Aun, Ane, Ön, On, One) – mab Jorund.
    • Halfdan (Norseg: Halfdan; Svedeg: Halfdan, Halvdan) – roue mojennel danat eus tiegezh Scylding; alabiñ a reas Uppsala ha ren a reas e-pad 20 bloaz.
    • Ale ar c'hreñv (Norseg: Ale; Svedeg: Ale, Åle) – roue mojennel danat eus tiegezh Scylding; alabiñ a reas Uppsala ha ren a reas e-pad 26 bloaz.
  • Egil Tunnadolg (Norseg: Egill Tunnudólgr; Svedeg: Egil Tunnadolg, Angantyr) – mab Aun.
  • Ottar Vendelcrow (Norseg: Ótarr vendilkráka; Svedeg: Ottar Vendelkråka) – mab Egil.
  • Eadgils ar Bras (Norseg: Aðils; Svedeg: Adils) – mab Ottar.
  • Eysteinn (Norseg: Eysteinn; Svedeg: Östen, Eystein) – mab Eadgils.
    • Sölve (Norseg: Sölve; Svedeg: Sölve Högnesson, Salve) –Roue ar mor danat a aloubas Sveden
  • Ingvar Harra (Norseg: Yngvari; Svedeg: Yngvar Harra, Ingvar) – mab Eysteinn.
  • Anund (Norseg: Brautönundr, Anundr; Svedeg: Bröt-Anund, Bryt-Önund) – mab Ingvar.
  • Ingjald Illready (Norseg: Ingjaldr hinn illráði; Svedeg: Ingjald illråde, Ingjald illråda) – mab Anund. Hervez Ynglinga saga e oa an Ynglinged diwezhañ aloubet gant roue Ivar Vidfamne eus Skania. Mab Ingjald, Olof Trätälja, a yeas de vezañ hendad roue norvegia eus tiegezh Fairhair.

Tiegezh Vidfamne

kemmañ
 
Harald Hildetand e emgann Bråvalla gant Lorenz Frølich (XIXvet kantved)
  • Ivar Vidfamne (Norseg: Ívarr inn víðfaðmi; Svedeg: Ivar Vidfamne) – diazezour an tiegezh, skarzhas tiegezh Yngling.
  • Harald Hildetand (Norseg: Haraldr hilditǫnn; Svedeg: Harald Hildetand) – mab Alfhild, merc'h Ivar, ha Randver, roue Danmark, gwaz Ivar.
  • Eysteinn Beli (Norseg: Eysteinn hinn illráði; Svedeg: Östen Illråde, Östen Beli) – mab Harald Hildetand, hêr Sveden. Ren betek ma oa skarzhet gant ar viking Ragnar Lodbrok.

Tiegezh Munsö

kemmañ
 
Pezh Olof Skötkonung, ur roue svedat istorel (995–1022), kontet gant ar sagaioù islandat e vehe un ezel hil Ragnar Lodbrok ar viking.
  • Ragnar Lodbrok (Norseg: Ragnarr Loðbrók; Svedeg: Ragnar Lodbrok) – roue kentañ e Langfeðgatal. Aloubiñ a reas Sveden herves saga Hervarar.
  • Björn Ironside (Norseg: Bjǫrn Járnsíða; Svedeg: Björn Järnsida) – mab Ragnar Lodbrok.
  • Eric Björnsson (Norseg: Eiríkr; Svedeg: Erik) – mab Ironside.
  • Eric Refilsson (Norseg: Eiríkr; Svedeg: Erik) – mab Refil, ha mab Björn Ironside.
  • Anund Uppsale (Norseg: Anundr Uppsali; Svedeg: Anund Uppsale) ha Björn at Haugi (Norseg: Bjǫrn; Svedeg: Björn på Högen) – mab Eric Björnsson.
  • Eric Anundsson (Norseg: Eiríkr; Svedeg: Erik) – mab Anund Uppsale.
  • Björn Eriksson (Norseg: Bjǫrn; Svedeg: Björn) – mab Eric Anundsson.
  • Eric an Trec'hour (Norseg: Eiríkr inn sigrsæli; Svedeg: Erik Segersäll) ha Olof Björnsson (Norseg: Óláfr; Svedeg: Olof) – mibien Björn Eriksson. Eric an Trec'hour a zo ur roue gwiron a-dra sur, 970–995.
  • Olof Skötkonung (Norseg: Óláfr skautkonungr; Svedeg: Olof Skötkonung) – roue istorel, 995–1022, mab Erik an Trec'hour.
  • Anund Jacob (Norseg: Anundr Iacob; Svedeg: Anund Jakob) – roue istorel, 1022–1050, mab Olof Skötkonung.
  • Emund ar c'hozh (Norseg: Æmunðær gamlæ; Svedeg: Emund den gamle) – roue istorel, 1050–1060, mab Olof Skötkonung.

Gwelet ivez

kemmañ