Ros Cré
Ros Cré (Roscrea e saozneg) zo ur gêr eus Iwerzhon, e norzh kontelezh Tiobraid Árann. Ur gêrig kozh eo, dezhi 5 403 a annezidi e 2011[1].
Unan eus kêrioù koshañ Iwerzhon eo, savet en-dro da vanati sant Crónán er VIIvet kantved[2] Abalamour d'an dismantroù puilh a chom eus he amzer dremenet eo bet lakaet Ros Cré war roll "Kêrioù glad Iwerzhon". E-touez an dismantroù-se emañ nor-dal iliz romanek Sant Crónán, un tour ront hag ur groaz uhel hag a chom eus ar manati kozh, rivinoù ur manati frañsiskaned eus ar XVvet kantved, dismantroù ur c'hastell eus an XIIIvet kantved... E manati Ros Cré e voe savet unan eus dornskridoù kozh brudetañ Iwerzhon, Levr Dimma, hag a zo bremañ e levraoueg Trinity College, e Dulenn[3].
Notennoù
kemmañ- ↑ Census 2011, Central Statistics Office.
- ↑ [1]
- ↑ The Book of Dimma, St Cronan, Roscrea