Rouantelezh Bambara Segou
Em astenn a reas Rouantelezh Bambara Segou etre dibenn ar XVIIvet kantved ha 1861, war an darn vrasañ eus Mali vremañ.
E-kreiz ar XVIIvet kantved e krouas ar Vambared ur rouantelezh animist gant Kaladjan Koulibali tro-dro da Segou. Ren a reas Kaladjan Koulibali eno e-pad tregont vloaz (1652-1682) hogen ne zeuas ket a-benn da ziazezañ ur Stad stabil. Ar roueed Danfasari (1652-1697) ha Souma (1697-1712) a vije bet war e lerc’h, war a seblant.
Gant Mamari Koulibali, lesanvet Biton Koulibali, e teuas da vezañ ur rouantelezh c’halloudus. Mamari Koulibali, mab d’ur chasour, a veze anavazet evel penn un "ton" gant e re. Un "ton" a oa ur strollad tud yaouank, savet war un diazez a gevatalded, eus an hevelep rummad oad en ur gêriadenn. En em vodañ a reont ingal evit evañ banneoù "dolo" ur bier fardet diwar vell, peurgetket. Frammañ a reas Biton Koulibali ur gwir arme vicherel, enni soudarded youlek, gant an "tonioù". "Tondjoned" (slaved an ton) e veze anvet ar soudarded-se. Ne oa ket nemeto en arme avat. Enluet e veze, evit gwir, ar brizonidi vrezel koulz hag ar sujidi na zeuent ket a-benn da baeañ an tailhoù war an dolo. Goude bezañ en em glevet gant ar Somonoed, ur genel besketaerien, e krouas ur morlu. Ren a reas Koulibali eus 1712 betek an deiz ma’z eas da Anaon e 1755. E-kerzh e ren ec'h astennas ar rouantelezh etre daou ribl ar stêr Niger (stêr), etre Bamako ha Tombouktou.
Mab Biton, Dinkoro Koubibali, a zeuas war-lerc’h e dad e 1755. Muntret e voe e 1757 abalamour ma oa un tirant anezhañ. Klask a reas e vreur, Ali Koulibali, a oa muzulman, berzañ ar relijion animist ha difenn ouzh e sujidi da evañ dolo. Muntret e voet ivez. Da-heul e oa bet dizurzh bras er rouantelezh, ma oa bet roueed a-leizh o tont an eil war-lerc’h egile abalamour d’an taolioù-Stad graet an dondjoned.
E 1766 e lakaas Ngolo Diarra, ur sklav bet digabestret gant ar re Goulibali, e grabanoù war an tron ha lakaat a reas an dondjoned da sentiñ. Ren a reas betek 1790 (pe 1792. Evit kreñvaat e c’halloud e lakaas e vibien e penn kêrioù zo eus ar rouantelezh. Mervel a reas pa oa o tistreiñ eus ar brezel a oa bet disklêriet a-enep ar Vosied, e Riziam (Burkina Faso bremañ).
Dont a reas e vab Monzon Diarra war e lerc’h. Hennezh a renas ar vro eus 1790 (pe 1792) betek 1808. Aloubiñ a reas Tombouktou e 1800 peurgetket ha gant se e lakaas ar rouantelezh da vrasaat. E vab Da Diarra (1808-1827, a zeuas war e lerc’h, a gendalc’has da astenn ar rouantelezh. Derc’hel a reas penn ouzh Sekou Amadou, renet Impalaeriezh peul Makinal gantañ, a oa oc’h ober ur brezel santel ouzh an Animisted. Ar vreudeur Da a zeuas an eil war-lerc’h egile da-heul : Tiefolo Diarra (1827-1840), Kirango Ba (1840-1848), Nalekoma, Masa Demba (1851-1854), binamari, lesanvet Torokoro Mari (1854-1855) hag Oftala Ali (1855-1861). Ne oa mui rouantelezh Bambara Segou ken kreñv hag a-raok avat.
E 1861 e lakaas El Hadj Oumar Tall e grabanoù war Segou ha mont a reas Rouantelezh Bambara da get.
Mojennoù Rouantelezh Bambara Segou
kemmañDaou vreur, Niangolo ha barmangolo, o dije savet rouantelezhioù bambara Segou ha Kaarta, hervez ar vojenn. Degouezhout a rejont, argarderien war o lerc’h, war ribl ar stêr Niger met ne oa pirogenn ebet evit mont en tu all d’ar stêr. Hag un dourc’hast d’en em dreuzfurmiñ e pont dirazo da lakaat anezho da dreizhiñ ar stêr Niger.
Ur gourvab da Niangolo eo Mamari Koulibali. Kouezhañ a reas war merc’h Faro, anezhañ arc’houere ar stêr, a oa o laerezh berjinez en e bark hogen ne lazhas ket anezhi. Faro, evit goprañ anezhañ, a ziskennas un dakenn laezh en e zivskouarn, evel-se e oa tu dezhañ klevet n’eus forzh peseurt den a oa o klask kavailh outañ.
Mammennoù
kemmañ- Elmouloud, Yattara , Le Mali précolonial
- Ki-Zerbo, Joseph, Histoire de l’Afrique noire, Pariz, Hatier, 1978.