Ur pennad Rowena (anv) zo ivez.

Rowena zo anv ur rouanez sakson en Historia Regum Britanniae, gant Jafrez Menoe. Rouanez mojennel Kent e oa er Vvet kantved, merc'h d'ar roue sakson Hengest, ha dimezet d'ar roue brezhon Vortigern[1].

Rowena
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
TadHengist Kemmañ
Breur pe c'hoarOisc Kemmañ
PriedGourziern Kemmañ
Micherskrivagner, Roue Kemmañ
Floruit5. century Kemmañ
Vortigern ha Rowena, gant William Hamilton

Istor an anv

kemmañ

Ne gaver ket an anv Rowena en dihelloù hensaoznek, evel en Historia ecclesiastica gentis Anglorum, gant Beda, pe er C'hronik Angl-ha-Saoz.

Kentañ meneg anezhañ a gaver en Historia regum Britanniae Jafrez Menoe en XIIvet kantved (skrivet e meur a zoare : Ronwen, Renwein, Romwenna). Krediñ a reer e c'hall bezañ doare latin un anv hensaoznek pe germanek, aet da goll.
Marteze avat e teu eus an anv kembraek Rhonwen, diwar ar ger "rhawn" (reun), met n'eus testeni ebet a gement-se.

Daoust ma n'eo ket meneget hec'h anv ez eus kaoz en Historia Brittonum en IXvet kantved (lakaet war gont Nennius). Merc'h ar Sakson Hengist eo. Erruout a ra Hengist hag e vreur Horsa en Ynys Ruym (Enez Thanet). Goulenn a ra Hengist digant ar roue brezhon Vortigern kaout muioc'h a zouar. Kas a ra e verc'h Rowena d'ur banvez da vezviñ Vortigern, ha ken hoalet ganti eo ar Brezhon ma ro d'he zad pezh a gar gant ma c'hallo dimeziñ d'ar goantenn. Petra e teu gwreg kentañ Vortigern, anvet Sevira, merc'h da Magnus Maximus, n'ouzer ket. Hervez ar skrid e oa ur gwidre a-berzh an Diaoul a oa o temptiñ ar roue brezhon gant ur vaouez pagan, ha sede penaos e roas Vortigern, dallet gant e c'hoantegezh, rouantelezh Kent da Hengist.

Kement-se ne zegasas nemet droug d'ar Vrezhoned pa c'hallas ar Saksoned kregiñ d'en em ziazezañ en Enez Vreizh.

Hervez Historia Brittonum e voe devet en o bev Vortigern "hag e wragez" (n'eo ket meneget anv Rowena/Rhonwen ervat) gant tan Doue e kreñvlec'h Craig Gwrtheyrn ("Roc'h Vortigern") e hanternoz Kembre.

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. [1] (en)
    [2] (en)