Rozenn Talec

kanerez vreizhat
(Adkaset eus Rozenn Taleg)
Rozenn Taleg
Rozenn Talec ha Yannig Noguet (Yaouank 2015).

Anv Rozenn Talec
Ganet 25 a viz Gouere 1986
Karaez - Breizh Breizh
Micher(ioù) Kanerez
Doare(où) Sonerezh hengounel, folk
Bloavezhioù oberiant abaoe 2011
Label(ioù) Coop Breizh
Lec'hienn ofisiel www.rozenntalec.bzh

Endro Yannig Noguet, Gilles Servat, Marthe Vassallo, Kreiz Breizh Akademi, Erik Marchand

Rozenn Taleg zo ur ganerez, ur vestrez-skol ha mestrez-sonerezh hag ur saverez kanaouennoù vreizhat, ganet d'ar 25 a viz Gouere 1986 e Karaez.

Buhez kemmañ

An diskaner Jean-Claude Talec eo he zad. Taleg tad ha merc'h zo o strollad. Desavet eo bet e Sant-Hern e lec'h ma chom bev hengoun ar c'han ha diskan. Desket he deus ar brezhoneg e kelenndi|gelenndioù hag he doe graet studioù war ar brezhoneg e Skol-veur Roazhon 2.
E 2010 ez eas da heuliañ ur prantad studi brezhonek war c'hwec'h miz evit mont da vezañ mestrez-skol divyezhek.

Dilennet e voe kuzulierez-gêr Rostrenenn e 2020 hag anvet dileuriad evit ar brezhoneg eno.

Remzad arzel kemmañ

Estreget he zad he doe kanet gant meur a arzour, breizhat pe get, an akordeonour, Yannig Noguet, d'an aliesañ, hag un toullad reoù all. Troiadoù he doe graet en Indez, e Alamagn, e Turkia, e Hungaria...
Aozañ a ra atalieroù sevel kanaouennoù ingal.
Nes ?, un arvest c'hoariva ha sonerezh awenet gant oberennoù Filomena Kadored he doe krouet da geñver kantved bloaz goude marv ar varzhez-se. Savet e voe an arvest e-pad an annez arzourien e mediaoueg Mouezh ar galon, e Tourc'h[1].

War leurennoù ar festoù-noz e ya da c'hoari ingal hag e salioù arvest liesseurt ivez.
E Gouere 2023 e e voe karget aozañ un fest-noz bras da geñver kantved Gouelioù-Meur Kerne ha deuet e voe 4 800 dañser e kreiz ar gêr.[2].

Pladennoù kemmañ

  • 2011 : Marvailhoù asamblez gant Jean-Claude Talec
  • 2011 : Elektridal asamblez gant Kreiz Breizh Akademi n°3 hag Erik Marchand (Innacor/Coop Breizh)
  • 2013 : Mouezh an Diaoul asamblez gant Yannig Noguet (Coop Breizh)
  • 2014 : Leiz an Dorn asamblez gant Lina Bellard (Kolam Dic’hortoz/Coop Breizh)
  • 2015 : Gali Galant asamblez gant Yannig Noguet (Coop Breizh)
  • 2016 : Daou Don Dañs asamblez gant Bodénès Hamon Quintet (Paker Prod/Coop Breizh)
  • 2016 : Chadenn asamblez gant Le Bour Bodros Quintet (Paker Prod/Coop Breizh)
  • 2019 : Dindan Dilhad Dindan asamblez gant Talec-Noguet Quartet (Coop Breizh)

Levrlennadur kemmañ

Liammoù kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ